Gratian an Henañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎E vuhez: typo, replaced: z [ → z [ (4) using AWB
Linenn 4:
 
==E vuhez==
Ganet e oa war-dro 290 e kêr Cibalae, e kreisteiz [[Pannonia Secunda]], hiriv Vinkovci e [[Kroatia]]. Pa oa yaouank e voe lesanvet Funarius, paotr ar fun, peogwir e werzhe kerdin. Brud en devoa da vezañ kreñv ha dispont: ur wech en dije stourmet ouzh pep soudard a glaske laerezh e varc'hadourezh digantañ.
 
Mont a eure da soudard, ha dont da vezañ protector domesticus en amzer an impalaer [[Kustentin Veur]]. Gouzout a reer e oa ur ''protector domesticus'' anvet "...atianus" e [[Salona]] ([[Split]]) en amzer-se, ma c'haller soñjal e oa bet anvet eno.
 
Tribun e voe en arme Constantine. War-dro dibenn ar bloavezhioù 320 pe deroù ar bloavezhioù 330 e voe anvet da ''comes'' [[Africa]], ha marteze da evezhaat ar marz-hont. Tamallet e voe da embezzlement ma rankas en em dennañ.
 
Galvet e voe en-dro e deroù ar bloavezhioù 340 hag anvet da g-comes [[Britannia]]. Marteze e voe lakaet e penn un unvezh comitatenses dindan an impalaer [[Constantius Iañ]] e-pad e dro-vrezel en enez er goañvezh 342-43.
Linenn 14:
Echu e amzervezh soudard e tistroas Gratian d'e gêr c'henidik e-lec'h ma oa mat e vrud.
 
[[Constantius II]] avat, a renas etre 337 ha 360, a lamas e zouaroù digantañ peogwir en defe diskouezet reién harp da [[Magnentius]]. Karet e oa en arme avat, ha marteze eo evel-se en deus gallet sikour e vibien da sevel e kargoù an arme.
 
Pa voe lakaet e vab [[Valens]] da impalaer e [[364]], e c'houlennas Sened [[Konstantinopolis]] ober un delwenn dezhañ.