Aetius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
D →‎top: typo, replaced: <ref> → <ref> (5) using AWB
Linenn 7:
Tri deiz goude marv Johannes (e miz Mae 425), Aetius en em gav en Italia gant 60 000 Hun, evit difenn Johannes. Mes dre ma oa marv Johannes (lazhet war urzh [[Galla Placidia]]), e rankas kompeziñ gant houmañ, hag e lakaas an Huned da vont en-dro, goude bet paeet.
 
[[Galla Placidia]], o kompren eo gwelloc'h kaout Aetius a-du ganti, a savas anezhañ da gont. <ref>François Zosso & Christian Zingg, p. 189</ref>
 
Aetius a zo bet koñsul peder gwech ː
Linenn 17:
- e 446, da heul Symmachus, o-daou evit ar C'hornôg.
 
- e 454, da heul Studius, o-daou evit ar Reter. <ref>André Blanc. ''L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers''. Les Belles Lettres.1986.</ref>
 
Goude marv [[Galla Placidia]], mamm an impalaer Valentinanus III, d'ar 27 a viz Du 450, hag hemañ hep mab, Aetius a ginnigas neuze dezhañ dimeziñ e vab Gaudentius da Eudocia, merc'h henañ Valentinianus, oadet a 12 vloaz.
Linenn 23:
Attila aet da ober brezel ouzh an impalaeriezh roman, e 451, Aetius a savas un arme a-enep Attila. An arme-se a oa enni Romaned, Wizigoted, Burgonded, Franked, Saksoned, Armorikaned (Galianed-ha-Romaned etre ar stêr Liger ha Mor Breizh). Trec'h e voe Aetius war Attila en Emgann Chalons, e fin Mezheven pe digor miz Here [[451]].
 
Diwar se, Valentinianus a gemeras disfiz diouzh Aetius ha c'hoant hemañ da gemer ar galloud warnañ. D'an 21 a viz Gwengolo 454, Valentinianus a c'halvas Aetius da zont da Roma en e balez. Drouk-ruz ennañ, Valentinianus a lakaas lazhañ Aetius, pe a lazhas anezhañ e-unan. <ref>François Zosso & Christian Zingg : ''Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C''. Embannadurioù Errance. 1994</ref>
 
War-lerc'h Aetius e voe renet an Impalaeriezh gant Ricimer, a orin suev ha vizigot, hag ar Burgond.
 
An istorour Georges Bordonove en deus skrivet diwar-benn Aetius ː "''Il avait pourtant commencé sa carrière comme un aventurier sans scrupules''" ("Kroget en devoa koulskoude e vuhez evel un den diskorpul" <ref>Georges Bordonove. p. 35</ref> An istorour Maurice Bouvier-Ajam a skriv ː "''On peut soupçonner fortement Flavius Aetius d'avoir toujours envié la pourpre impériale''". "''Gallout a reer soñjal kreñv en devoa bet c'hoant Flavius Aetius da gemer dilhad limestra an impalaeriezh''" <ref>Maurice Bouvier-Ajam : ''Attila''. Librairie Jules Tallandier. 1982</ref>
== Liammoù diavez ==
== Notennoù ha daveennoù ==