Seziz Maastricht (1673) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: n p → n p (5) using AWB
Linenn 4:
'''Seziz [[Maastricht]]''' a c'hoarvezas en [[1673]], hag a badas eus an 13 a viz Mezheven d'ar 26 Mezheven. Echuiñ a reas pa godianas gouarnour kêr d'an arme c'hall renet gant [[Loeiz XIV]] e-pad [[Brezel Holland]] (1672–1678).
 
Erruout a eure ar [[roue gall]] e Maastricht d'an 10 a viz Mezheven pa oa gronnet kêr. E sekretour-stad evit ar brezel, Louvois, en devoa dastumet pourvezioù a-walc'h evit lakaat seziz e-pad c'hwec'h sizhun. Ar roue Loeiz XIV a c'houlennas digant Vauban ren ar seziz war gêr Masstricht. Divizout a reas Vauban toullañ fozioù en-dro da gêr, hag a voe peurechuet d'ar 14, hep koll re a dud. Digoret e voe ar fozioù-arsailh da noz ar 17 d'an 18. Arsailhet e voe dor ar c'hornôg, hini Tongeren.
 
Adal an 18 a viz Mezheven e stagas 26 kanol da dennañ 5 000 boled war gêr e-pad ouzhpenn 30 eurvezh.
 
[[File:Statue_dArtagnan.jpg|thumb| delwenn da [[Charles d'Artagnan]], e kêr [[Maastricht]].]]
 
[[Charles d'Artagnan]], brudet daou c'hant vloaz diwezhatoc'h e romantoù [[Alexandre Dumas]], a voe lazhet gant un tenn mousked en traoñ e gein, pa oa e toull moger porzh Tonger.