Herria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎Istor: typo, replaced: k h → k h using AWB
 
Linenn 2:
 
==Istor==
Krouet e voe '''Herria''' ("ar vro") e diskar-amzer 1944, da gemer lec’h ur [[Sizhunieg|gazetenn sizhuniek]] all anvet '''''Eskualduna''''' (“an Euskarad”). ''Eskualduna'' a oa ur gazetenn divyezhek euskarek-gallek ha savet e oa bet e 1887. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e kendalc’has da zont er-maez, gant aotre an alouberien alaman, hag abalamour da se e voe berzet e miz Eost 1944 gant nerzhioù an dieubidigezh. Hag euskaregerien [[Iparralde]] d’en em gavout neuze hep tamm sizhunieg ebet en o yezh.
 
Diouzhtu en em vodas un toullad tud, meur a veleg en o zouez, hag o doa c’hoant da grouiñ ur gazetenn nevez. Evel-se e voe savet ''Herria'', e miz Here 1944, dindan renerezh an tad [[Piarres Lafitte]]. D’an 19 a viz Here 1944 e teuas an niverenn gentañ er-maez. Met kerkent hag embannet e chomas sac’het ar gazetenn e ti-post Baiona, anez kaout un aotre digant prefed an departamant. An tad Lafitte avat, un den pennek anezhañ, beleg, resistant hag ezel eus akademiezh an euskareg, a zeuas a-benn da dapout an aotre-se. Ha dont a reas un eil niverenn er-maez d’ar 16 a viz Du 1944. Kaset e voe an div niverenn gentañ asambles d’o lennerien.