Biolin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Violin Details.jpg|thumb|upright=1.4|Biolin, penn a-blaen, a-gostez, [[taol-zasson]], kein, biolin a-gostez]]
 
Ar '''violin''', pe '''fidil''', eo ar bihanañ [[benveg-seniñ]] eus [[binvioù dre gerdin|kerentiad ar c'herdin]] hag an hini en deus ar [[skeulenn]] skiltrañ. C'hoarvezout a ra peurvuiañ ur violin eus 71 elfenn e koad ([[pin-kroaz]], [[skav-gwrac'h]], [[beuz]], [[ebena]]...) peget pe gronnet an eil ouzh egile. Seniñ a reer anezhi gant ur [[gwareg (sonerezh)|wareg]] (nemet evit ar [[pizzicato]]).
 
Linenn 6 ⟶ 5:
 
== Ar benveg ==
[[Restr:SavadurArViolin3.JPG||thumb|upright=1.8|Parzhioù ar violin]]
 
Ur violin a zo ouzh e ober ur [[kef-dasson|c'hef-dasson]], un troad en astenn dezhañ, un [[touchenn|douchenn]] war e c'horre hag ur [[rodell]] en e benn. Stegnet a-us d'ar c'hef, war ur pontig, peder c'hordenn, dalc'het war-bouez ul lostenn e traoñ ar c'hef ha dre [[stegnell (sonerezh)|stegnelloù]] eus tu ar penn. Un dezverk eus korf ar violin eo ar stumm anezhañ hervez tres un [[eurier-traezh]], hag ar bolzek m'eo an taol hag ar strad. Tres an eurier-traezh zo ennañ daou gostez krec'h, daou gostez traoñ, ha daou gostez krouizet stumm ur 'C' dezho en "dargreiz", a ro lec'h evit ar [[gwareg (sonerezh)|wareg]].
 
Linenn 49 ⟶ 47:
 
Ar [[kerdin (sonerezh)|c'herdin]], eus an hini boudañ d'an hini skiltrañ a zo [[kendon (binvioù seniñ)|kendoniet]] dre bempedelladoù en doare a heul : ''[[sol]], re, [[la]]'' ha ''mi''.
<!--:[[Media:Accord violon.midi|selaou ar c'herdin frank]] (fichier MIDI)[[Skeudenn:Accord violon.jpg|150px]]-->
 
Gwechall e raed ''skiltrenn'' ha ''boudenn'' eus kerdin ''mi'' ha ''sol''. Kavout a reer roud eus kement-mañ e troidigezh hentenn [[Leopold Mozart]] da skouer. Hiviziken, e notenner ar c'herdin eus I da IV, en ur gregiñ gant hini ar ''mi''.
 
== An embreg ==
<!-- {{loupe|Seniñ ar violin}} -->
Niverus-tre eo an teknikoù embreget war ar violin evit produiñ ur skalfad ledan a sonioù ha tennañ splet eus holl barregezhioù ar benveg.
 
Linenn 87 ⟶ 83:
 
== Istor ==
<!-- Tapet diwar rannbennad istor ar bajenn soznek -->
=== Orin ===
Ar binvioù-seniñ dre gerdin koshañ a veze dreist holl kravet (da sk. al [[lourenn]] c'hresian). Binvioù dre wareg a c'hellfe bezañ kellidet e sevenadurioù war-varc'h eus Kreiz [[Azia]], ur skouer a zo ar benveg [[Mongolia]]n [[Morin huur]] :
Linenn 130 ⟶ 125:
 
Al [[luderezh|luderien]] vrudetañ etre diwezh ar {{XVIvet_}} kantved hag an {{XVIIIvet_}} kantved a gaver en o zouez :
 
* Tiegezh luderien italian [[Amati]], Andrea Amati (1500-1577), Antonio Amati (1540-1607), Hieronymus Amati I (1561-1630), Nicolo Amati (1596-1684), Hieronymus Amati II (1649-1740)
* Tiegezh luderien italian [[Guarneri]], Andrea Guarneri (1626-1698), Pietro (eus [[Mantua]]) (1655-1720), Giuseppe Guarneri (Joseph filius Andreae) (1666-1739), Pietro Guarneri (eus [[Venezia]]) (1695-1762), ha Giuseppe (del Gesù) (1698-1744)
Linenn 165 ⟶ 159:
 
=== Biolin Stroh ===
<!-- [[Image:Violon de jazz a pavillon.JPG|thumb|upright=0.35|Biolin Stroh]] -->
[[Restr:Violon de jazz a pavillon 2.jpg|thumb|upright=0.6|Biolin Stroh]]
[[Augustus Stroh]] a empentas hag a breouas e [[1899]] ur violin hep taol, deskrivet evel-henn<ref>''Sciences-Art-Nature'', [[Référence:L'Art du luthier (Auguste Tolbecque)#1999|Tolbecque]], chap. À propos de la structure des voûtes, p. 201</ref> :