The Beatles : diforc'h etre ar stummoù

1 277 okted ouzhpennet ,  11 miz zo
(Ar restr commons:File:Beatles_logo.svg oa bet lakaet e-lerc’h The_Beatles_official_logo.svg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (Duplicate: Exact or scaled-down duplicate: c::File:Beatles logo.svg).)
 
Evel produer er bloavezhioù kentañ, George Martin en doa harpet anezho evit ober berzh. Ul levezon vras en doa bet war emdroadur o doare seniñ.
 
== Istor ==
=== 1956-1963 ===
E miz Du 1956 e aoz [[John Lennon]], c'hwezek vloaz, ur strollad skiffle gant mignoned eus e lise e [[Liverpool]]. Anv kentañ ar strollad a voe ''Blackjacks'' a-raok bezañ cheñchet da ''the Quarrymen'' p'o doa kavet e oa ur strollad all oc'h implijet an anv Blackjack. [[Paul McCartney]], pemzek vloaz, az a e-barzh ar strollad e 1957 evel gitarour-ritm. Pedet e voe [[George Harrisson]], pemzek vloaz, da sellet ouzh ar strollad e 1958 gant McCartney. Goude ma oa disfizius Lennon diwar-benn Harrisson, kar re yaouank e oa hervezañ, eo pedet da seniñ ganto un nebeud mizioù goude evel gitaour-rener.
 
E miz Genver 1959 e oa aet mignoned Lennon kuit eus ar strollad ha kendelc'her a ra an tri gitarour da seniñ gwezh ha gwezh all pa gavont un tabouliner. Kendrec'het eo ur mignon da Lennon, [[Stuart Sutcliffe]] da brenañ ur [[gitar-boud]] ha da seniñ er strollad adalek 1960. Hennezh a ginnig cheñch an anv da v''Beatals'' en enor da [[Buddy Holly]] ha [[the Crickets]]. Implijet a reont an anv-se betek miz Mae ma cheñchont o anv da ''Silver Beetles'' a-raok un dro da [[Bro-Skos|Vro-Skos]] evel strollad sikour ar c'haner [[Johny Gentle]]. E-pad an hañv e cheñchont o anv da ''Silver Beatles'' ha buan da v''Beatles'' da c'houde.
 
== Albomoù ==