Conradh na Gaeilge : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Conradh na Gaeilge Baile Átha Cliath 2006 Kaihsu Tai.jpg|thumb|right|Burevioù Conradh na Gaeilge e [[Dulenn]].]]
 
'''Conradh na Gaeilge''' (distaget [ˈkɔnˠɾˠə nə ˈgeːlʲɟə] en [[iwerzhoneg]]), anavezet ivez dre he anv saoznek ''Gaelic League'', zo ur gevredigezh a stourm "evit gwareziñ ha derc'hel bev an iwerzhoneg evel ur yezh komzet e [[Iwerzhon|Bro-Iwerzhon]]"<ref>"for the purpose of keeping the Irish language spoken in Ireland"</ref>. Krouet eo bet Conradh na Gaeilge e Dulenn d'an [[31 Gouere|31 a viz Gouere]] [[1893]] gant ur protestant anvet [[Douglas Hyde]], a orin eus [[FrenchparkDún Gar]], e [[Kontelezh Ros Comáin]]. Sikouret e oa gant [[Eugene O'Growney]], [[Eoin MacNeill]], [[Luke K. Walsh]] ha stourmerien iwerzhonat all. Conradh na Gaeilge a voe diorroet gant labour an unvaniezh kozh anvet [[Gaelic Union]] ha dont a reas da vezañ ar gevredigezh pennañ o labourat da adsevel an [[iwerzhoneg]]. Kentañ kazetenn ar gevredigezh a voe an ''An Claidheamh Soluis'' ("Ar c'hleze skedus") hag he c'hazetenner brudetañ a voe [[Padraig Pearse]].
 
War an dachenn bolitikel, ar gevredigezh a sachas kalz a vroadelourien iwerzhonat, evel ar [[Gaelic Athletic Association]]. A-drugarez d'al League, o deus gellet kalz a stourmerien kejañ kenetrezo. Ar c'hejadennoù-se o deus degaset krouidigezh kevredigezhioù all evel an [[Irish Volunteers]] (e [[1913]]). Met ar Gaelic League n'en em ouestlas ket d'ar stourm politikel penn-da-benn. Tud evel [[Douglas Hyde]] a lare e oa ret leuskel ar sevenadur hag ar yezh er-maez eus ar politikerezh. Kalz a aozerien eus [[emsavadeg Pask]] a oa izili eus ar Gaelic League.