Petits arrangements avec les morts : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
 
Linenn 20:
 
==An danvez==
War un draezhenn e [[Breizh]] emañ ur gwaz en e bemp bloaz ha daou-ugent (Vincent) o sevel ur c'hastellig gant traezh. Tri den a zo o sellout outañ, pep hini anezhe en ul lec'h disheñvel eus an draezhenn. An hini kentañ, ur paotrig Jumbo e anv, a zo kuzhet dindan ur pedalo. Emañ an eil en e goazez war ur bank hag a valir a-us an draezhenn : breur yaouañyaouankañ paotr e gastell traezh eo. An deirvet, Zaza he lesanv, a zo en he gourvez war he serviedenn gouronkañ, pellikoc'h diouzh ar c'hastell : c'hoar an daou paotr an hini eo.
 
Emañ ar film o vont da heuliañ an teir zudenn-mañ, hini-ha-hini, a-hed an endervezh. Betek ma teu splann ez eus un abeg boutin ouzh o liammañ o-zri : skoet e oant bet, hag int-i bugale pe grennarded c'hoazh, gant marv unan nes. Daoust dezhe bezañ en em santet kablus, pep hini anezhe en devoa kavet an tu d'''en em renkañ''...