Rainer Maria Rilke : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: zh-min-nan:Rainer Maria Rilke
Linenn 8:
 
== Bloavezhioù gant Lou Andreas Salome ==
Er ger-mañ , e geja gant [[Lou Andreas -Salome]], ha chom a rejont tost kennañ betek fin o vuhez (dindan stumm ur garantez platonel). Kregiñ a reas da-vat da skrivañ e gentañ barzhonegoù ha deizlevr Wegwarten, ul levr skignet en un doare digoust. Gant Salome e veajas e 1897 eus Wolfratshausen e kichenn München betek banlev Berlin e lec'h ma chomas betek 1901. E-pad ar c'houlz-se, e skrivas hag e embannas danevelloù evel ''Am Leben him''(A-hed ar vuhez) pe ''Zwei Prager Geschichten''(Daou istor eus Praha). Etre miz Ebrel ha miz Even 1899, e veajas e Rusia gant Lou hag he gwazh. E gejiont gant ar skrivagner rusian [[Tolstoï]]. Un eil beaj a reas e 1900 e lec'h m'e adwelas ar skrivagner. Goude-se e embannas al levr ''Vom lieben Gott und Anderes''(Istor an aotroù Doue). E 1901, Rilke a en em zimezas gant Clara Westhoff, un diskibiez eus Rodin. Eus an eured-mañ, e gannas ur plac'h an 12 a viz Kerzu 1901 añvet Ruth Rilke. Met ar c'houplad a en em zispartias ur bloaz warlec'h. E miz Eost 1902, e zeas kuit da [[Bariz|Pariz]] e lec'h m'en oa c'hoant labourat war ul levr diwar-benn Rodin.
 
 
== Servij evit Rodin ==