Gwenole : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Sant Gwenole''', pe '''''Sant Wenole''''', skrivet ivez '''''Gwennole''''', a oa abad kentañ [[abati Sant-Gwenole Landevenneg|abati Landevenneg]], er {{Vvet kantved}}. Mab e oa da [[Fragan]] ha [[Gwenn (santez)|Gwenn]], deuet o-daou eus [[Kembre]] da Vreizh ha graet o annez ganto e [[Ploufragan]]. Breur e oa Gwenole da dri sant all : [[Klervi]], [[Jagud]] ha [[Gwezhenneg]].
 
War-dro [[470]] ez eas da skol sant [[Budog]] (Beuzeg), war enez [[Lavred]], en [[enezeg Briad]]. War-dro [[485]], p’en doa c’hoant mont da [[Iwerzhon]] da azeuliñ relegoù sant [[Padrig]] a oa o paouez mervel, e welas, en un hunvre, Padrig o lavaret dezhañ e oa gwelloc’h chom en Arvorig ha sevel un abati eno.