William Morris : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
sellig ouzh ar yezh
Tikedenn : Liammoù disheñvelout
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 '''William Morris''' (24 Meurzh 1834&nbsp;– 3 Here 1896) a oa ur barzh, un arzour hag ur skrivagner [[saoz]] <ref>{{Cite web|author=Tate|title=William Morris 1834–1896|url=https://www.tate.org.uk/art/artists/william-morris-388|accessdate=2021-06-24|work=Tate|language=en-GB}}</ref> ereet ouzh al luskad ''Arts and Crafts Movement''. Ul levezon kreñv en deus bet war adsav an arzoù-gwiaderezh hengounel e [[Bro-Saoz]]. Hag e oberezh lennegel a daolas diazez ar [[moliac'h]] evel doare-lennegezh.
 
Morris zo ganet e Walthamstow, [[Kontelezh Essex|Essex]], eus un tiegezh bourc'hiz pinvidik. Dindan levezon ar grennamzeregezh e tremenas e yaouankiz o studial an oberennoù klassel e [[Skol-veur Oxford]], ha keneren ''Birmingham Set''. Goude e studiadennoù e timezas gant [[Jane Morris|Jane Burden]], hag e yeas e darempredoù gant tud eus an arzourion [[Rakrafaelouriezh|Pre-Raphaelite]] evel [[Edward Burne-Jones]] pe [[Dante Gabriel Rossetti]], ha gant an tisavour Neo-Gotek Philip Webb. Webb ha Morris a dresjont ar Red House e Kent e lec'h ma vevas Morris a-c'houde 1859 betek 1865, a-raok mont da vBloomsbury, e kreiz Londrez.E 1861 e krouas Morris ar Morris, Marshall, Faulkner &amp;amp; Co., an embregerezh kinkladur, gant Burne-Jones, Rossetti, Webb, ha tud arall, hag o deus bet berzh bras, o levezonañ ar gened diabarzh e-kerzh [[mare Victoria]].
Linenn 6:
 
Unan eus pennoù diorren ar sevenadur Victorian e oa Morris. E vuhez-pad e oa anavezet evit e varzhonegoù, hogen e oberennoù war an arzoù hewel a chomas ar re vrudetañ goude e varv. E Bro-Saoz a-vremañ ez eus tro da weladenniñ mirdioù liesseurt hag o deus oberennoù Morris, hag arrebeuri raktreset gantañ a vez produet hiriv an deiz.
==Daveoù==
 
[[Rummad:Marvioù 1896]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1834]]