Maurice Bouguereau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
'''Maurice Bouguereau''' (15.ca. 1500-1596) a oa ur mouller gall hag un embanner [[Kartennouriezh|kartennoù]]. Adkemer a reas moullerezh Jamet Mettayer e [[Teurgn]] e 1594. Kenlabourat a reas gant an engravour Gabriel Tavernier (1520 ?-1616), genidik eus [[Antwerpen]], evit embann kentañ kartennaoueg Bro-C'hall, anvet ''"le Théâtre Françoys"'', e 1594. Meur a gartenn a oa en oberenn-se, diwar-benn pep hini eus proviñsoù ar rouantelezh.
 
Gant Bouguereau e oa bet embannet, e 1594 eta, ar c’hentañ kartenn engravet eus Breizh, anvet ''"Description du pays d'Armorique a pres. (à présent) Bretaigne"''. War ar gartenn-se, engravet e 1591 moarvat, e oa merket bevenn ar [[brezhoneg]] d’ar c’houlz-se, ha lenn a reer an anvadurioù [[Breizh-Uhel]] ha [[Breizh-Izel]] evit an div lodenn eus Breizh dispartiet evel-se. Ar gartenn goshañ eo o tiskouez bevenn reter ar brezhoneg.
Linenn 8:
 
{{DEFAULTSORT:Bouguereau, Maurice}}
[[Rummad:Ganedigezhioù ar bloavezhioù 1500]]
[[Rummad:Marvioù 1596]]
[[Rummad:Moullerien]]