Sarkofaj : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
istor'''our'''
 
Linenn 6:
 
== Istor ==
Skrivañ a rae [[Herodotos]], an istorianistorour gresian eus ar Vvet kantved kent J.K., e veze benet ar sarkofajoù kentañ en ur seurt maen ispisial a lakae kig ar c'helanoù a oa enne da vont buanoc'h da get, alese an anv [[latin]] ''sarcophagus'', eus an [[henc'hresianeg]] ''sarx'' "kig" ha ''phagein''.
 
Ar sarkofajoù graet gant maen-raz eus [[Assus]] e [[Troad]], anvet ''lapis Assius'', o dije bet ar perzh da lakaat ar c'horfoù lakaet enne da goazhañ, ha dre se e veze anvet ivez ''sarkophagos lithos'' "maen debrer-kig". An holl sarkofajoù graet diwar maen-raz o deus ar perzh-se, muioc'h pe nebeutoc'h, hag er fin e voe implijet an anv-se evit envel an archedoù maen dre vras.