Seán Bán Mac Meanman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Seán Bán Mac Meanman''' a oa mestr-skol ha skrivagnour iwerzhonek. Skrivet en deus levrioù eit ar vugale-skol surtout. Istoerioù mod-kozh a gonte, ba parlañd kreiz Tír Chonai...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Gou 2007 da 20:28

Seán Bán Mac Meanman a oa mestr-skol ha skrivagnour iwerzhonek. Skrivet en deus levrioù eit ar vugale-skol surtout. Istoerioù mod-kozh a gonte, ba parlañd kreiz Tír Chonaill (Ko. Dún na nGall). E skridoù a zeskriva mat jeu ha kustumoù bro an iwerzhoneg ban 19vet ktvd, ba ur parlañd pinvîk. Eit ar lennerian hiriv e c'hella diskoiñ bout un tammig drol, a-gaost d'ar c'hultur kristen mod-kozh, dishañval doc'h an traoù zo bremañ, mes an danvez skrivagnerian a vez stummet-kaer get e skridoù a-gaost da vravitez ar yezh a implia, ha peogwir ar parlañd-sen a vez impliet nebeutoc'h-nebeutañ bar vro ivez.

Bar blezadoù 1990, eh oa pet embannet istoerioù Seán Bán 'tre tri dastumad: An Chéad Mhám (An dornad ketañ), An Dara Mám (An eil dornad), hag An Tríú Mám (An drivet dornad). Mod arall zo pet embannet un dastumad traoù arall get an titl Cnuasach Céad Conlach (Dastumad kant soulenn). Rhevez an dailh e vo embannet un dastumad arall c'hoazh, ke Seán Bán en neus skrivet ur levr arall ziàr-benn istoer an Irlañd ha n'eo ket pet embannet james. Ar skrid-dorn-sen zo é c'hortaz an den en embanney.