Kali Yuga : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: ortho, replaced: ref><ref → ref>{{,}}<ref (2) using AWB
Linenn 1:
'''Kali Yuga''' : ([[Devanāgarī]]: {{lang|sa|कलियुग}} /kəli juɡə/, da lâret eo "Oadvezh (an droukspered) [[Kali (droukspered)|Kali]]", pe "Oadvezh ar si") eo an diwezhañ eus ar pevar frantad treuzet gant ar bed e-pad kelc'hiad ar [[yuga]]où deskrivet er skridoù sakr [[hindouegezh|hindouek]]. [[Satya Yuga]], [[Treta Yuga]] ha [[Dvapara Yuga]] eo anv an oadvezhioù all. Hervez ar ''[[Surya Siddhanta]]'', ul levr steredoniezh indian, anezhañ diazez an holl zeiziadurioù [[Hindouegezh|hindouek]] ha [[Boudaegezh|boudaek]], e krog Kali Yuga da hanternoz (00:00) d'an 18 a viz C'hwevrer 3102 kent J.K.<ref>''The Indu and the Rig-Veda'', p 16, gant Egbert Richter-Ushanas, ISBN 81-208-1405-3</ref> en [[deiziadur juluan|deiziadur juluan proleptek]], pe d'an 23 a viz Genver 3102 kent J.K. en [[deiziadur gregorian|deiziadur gregorian proleptek]]. Kalz Hindoued a sell ivez ouzh an deiziad-se evel an deiz ma oa kuitaet an douar gant [[Krishna]]. Krediñ a ra ar pep brasañ eus ar re a zispleg ar skridoù sakr hindouek emaomp en oadvezh Kali Yuga. Lod, evel [[Swami Sri Yukteswar]],ha [[Paramhansa Yogananda]]<ref>Yogananda Paramhansa, ''[http://books.google.com/books?id=_R6B6e4l4_4C&pg=PA201 Autobiography of a Yogi]'', BiblioBazaar, p 200–201</ref> a gred emaomp tost da ziwezh an oadvezh-se ha da zeroù [[Dvapara Yuga]]. Peurliesañ e soñjer ez eus 432 000 vloaz er c'hKali Yuga.
 
An Hindoued hag ar Sikhed a gred e skoan sevenadur Mab-Den war dachenn ar speredelezh e-doug Kali Yuga,<ref>[[Dimitri Kitsikis]], ''L'Orocc, dans l'âge de Kali'', Editions Naaman,1985, ISBN 2-89040-359-9</ref>{{,}}<ref>http://www.info-sikh.com/PageYuga.html</ref>. Sellet e vez outañ evel an oadvezh teñval rak en e gerzh e pella an dud ar pellañ zo posupl diouzh an Doue. Alies en [[hindouegezh]] e vez taolennet ar vuhezegezh ([[dharma]]) dindan stumm un tarv. E [[Satya Yuga]], kentañ pazenn ar c'helc'hiad, an tarv en deus pevar fav, met e pep oadvezh e tigresk an dharma eus ur c'hard. En oadvezh Kali ez eo bihanaet ar vuhezegezh d'ur c'hard hepken eus ar pezh a oa en oadvezh aour, ha ne chom ken ur pav gant tarv an Dharma.<ref>''[http://www.sacred-texts.com/hin/m03/m03189.htm The Mahabharata, Book 3: Vana Parva: Markandeya-Samasya Parva: Section CLXXXIX]''</ref>{{,}}<ref>''Bhāgavata Purāṇa'' 1.16.20</ref>
 
Kali Yuga zo liammet gant an [[droukspered]] [[Kali (droukspered)|Kali]]. Arabat eo drougveskañ anezhañ gant an doueez [[Kali|Kālī]] (n'eus keñver ebet etre an daou anv-se e [[sañskriteg]]). <!--The "Kali" of Kali Yuga means "strife, discord, quarrel, or contention."-->