Amprest (yezhoniezh) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Neal (kaozeal | degasadennoù) achu |
||
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''mmprest ''' ([[Saozneg|saoz.]]: [[:en:Loanword|''loanword'']]) war dachenn ar [[geriaouiñ]] hag ar [[Termenadurezh|dermenadurezh]] evit komz eus ur [[ger]] o tont eus ur [[yezh]] bet degemeret en ur yzh all hep ma vije troet elfenn ebet eus ar ger orin, da skouer ar [[brezhoneg]] "''sferenn''" digant ar [[galleg]] "''sphère''", bet amprestet d'e dro digant ar [[henc'hresianeg]] "''σφαῖρα''".
Disheñvel eo un amprest rik neuze diouzh un [[drevezadenn (yezhoniezh)|drevezadenn]] (pe [[:en:calque|"''calque''"]]) ma vez troet ster ar gerioù orin, da skouer "skrab-oabl" troet ger-ha-ger diwar ar [[saozneg]] "''sky-skaper''" pe "[[Logodenn stlennegel|logodenn]]" war dachenn an [[urzhiataerezh]] troer ivez diwar ar saozneg "''mouse''".
Gant yezhoù 'zo pa vez amprestet [[ger|gerioù]] bet amprestet digant yezhoù all e vezont treuzfeurmet evit o lakaat da sentiñ ouzh ar reolennoù [[fonotaktikel]] boas evit dizober lieskensonennadoù orin, da skouer e [[japaneg]] テーブル (''tēburu'') digant ar [[saozneg]] ''table'' ("taol"). Ken alies all avat ne douj ket seurt [[amprest (yezhoniezh)|amprestoù]] da reolennoù fonotaktikel boas ar yezh ma vezont degemeret ganti ha diwar-se e sav lieskensonennadoù amreizh e-keñver struktur boas [[fonologiezh]] ar yezh-se, da skouer e [[brezhoneg]] al lieskensonennad "sf-" kavet e penn-kentañ un nebeud amprestoù nemetken, d.s. "'''''sf'''erenn''" diwar ar [[henc'hresianeg]] '''σφ'''αῖρα.
Peurliesañ e vez amprestet gerioù eus ar [[rummad gerioù digor]], da skouer [[anv-kadarn|anvioù]] ha [[verb|verboù]] evit gerioù eus ar [[rummad gerioù kloz]] ha tennañ a reont ken alies all da elfennoù sevenadurel o tont eus an diavaez, da skouer anvioù loened estren, pe [[nevezc'her|nevezc'herioù]] teknikel, o tont hiviz stankoc'h-stankañ eus ar [[saozneg]] e hogozik holl yezhoù ar bed.
Linenn 8 ⟶ 9:
Amprestet a c'hell bezañ ivez [[kenger|kengerioù]], dreist-holl evit a sell ouzh gerioù teknikel pe desket, da skouer [[Hekto|"'''''hekto'''metr''"]] diwar ar [[henc'hresianeg]] "''έκατό(ν)''" ("kant").
Sevel a ra tud 'zo a-enep-krenn da seurt amprestoù alies a-walc'h, dreist-holl pa gav dezhe ez eus ul liamm galloud dizingal etre an div yezh. E [[brezhoneg]] da skouer e klasker alies "glanaat" ar yezh dre skarzhañ diouti gerioù deuet diwar ar [[galleg]] hag e galleg eo bet klasket skarzhañ diouzh ar yezh-se ar gerioù o tont mui-ouzh-mui diwar ar [[saozneg]], dreist-holl war tachennoù teknikel.
==Gwelit ivez==
* [[Adamprest (yezhoniezh)|Adamprest]]
[[Rummad:Termenadurezh]]
|