Silured : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D →‎Orin: ortho, replaced: ref><ref → ref>{{,}}<ref using AWB
Linenn 5:
 
== Orin ==
Hervez buhezskrid [[Agricola]], skrivet gant [[Tacitus]], e oant tud teñval o c'hroc'hen ha du o blev, ma kave d'an oberour e c'hellent bezañ deuet eus [[Spagn]]. Enklaskoù jenetik graet gant [[Skol-veur Londrez]], [[Skol-veur Oxford]] ha [[Skol-Veur Kalifornia]] o deus diskouezet o deus Kembreiz hag Iwerzhoniz an hevelep merker war o [[kromozom Y|c'hromozom Y]] hag an Euskariz, "met n'eo ket sklaer hag ul liamm ispisial zo etre Euskariz hag ar Gelted, pe ha bez' ez int, en un doare eeunoc'h, ar gerent tostañ da boblañs kozh Europa o vezañ treuzvevet"<ref>[http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/1256894.stm Genes link Celts to Basques] at BBC News</ref>{{,}}<ref>[http://www.prospect-magazine.co.uk/article_details.php?id=7817 Myths of British ancestry] Prospect Magazine</ref>.
 
Krediñ a reer e oa e kreñvlec'h [[Llanfair Is Coed|Llanmelin]] e-kichen [[Caerwent]] e oa kêr-benn ar Silured <ref>[http://www.bbc.co.uk/wales/southeast/sites/celts/pages/llanmelin.shtml BBC on Llanmelin]</ref>. An darn vrasañ eus an arkeologourien a gred e oa ar bobl a anver ''Silured'' un hollad bagadoù tud gant an hevelep sevenadur kentoc'h eget ur gevredigezh kreizennet.