Tarroz Bandiagara : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizhañ liamm diabarzh
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 9:
'''Tornaodoù Bandiagara''' zo un aradennad krag 200 km a ya a su da viz hag en em astenn betek [[torosad|torosad]] [[Grandamia|Grandamia]]. E penn an tarroz emañ ar pikern [[Hombori Tondo]], ar gribenn uhelañ e Mali ha dezhañ 1,115 metr uhelder. Unan eus lec’hioù meurdezusañ Kornôg Afrika eo, gant e berzhioù henoniel, tudoniel ha douaroniel.
 
Bevañ a rae [[Tellem|Tellemiz]] war uhelderioù an tarroz er ragistor a-raok bezañ bet skarzhet gant an Dogoned. Degadoù a gêriadennoù a oa bet savet ganto a-hed an tornaod, evel hini Kani Bonzon. E-kichen ar gêriadenn-se e c’hoarvezas an Dogoned er {{XIVvet kantved}} hag ac’halehont en em astennas ar genel-se war pladenn, tarroz hag e kompezennoù [[Seno-Gondo]].
 
Heñcherien eus ar vro a c’hall ambroug strolladoù touristed ha beajiñ ganto a-hed an tarroz evit mont da welet kêriadennoù an [[Dogoned]]. Un heuliad roudoù a hed an tornaodoù hag e pep kêriadenn ez eus tiez-degemer ma c’haller kaout boued ha kavout bod. Gant ar c’hêriadennoù degemer e vez dastumet arc’hant digant an tiez-degemer ha paeet e vez tailhoù war an touristerezh dezho.