Yeun ar Gow : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Pennadoù kazetennerezh: replaced: f N → f N using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 31:
E-doug ar bloaz-se ivez, e timezas gant ur plac'h eus [[Gouezeg]] anvet Anna Bozeg a varvas un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Amzer o doa bet memestra da gaout tri bugel. E vab Mikael a zo bet noter e Gouezeg ivez.
 
E vuhez-pad e klaskas gant daou vignon, [[Remont ar Porzh]] ha [[Frañsez Kervella]], difenn ar yezh en ur embann levrioù e brezhoneg penn-da-benn. Kensevel a rejont ur gevredigezh : «[[Breuriez ar brezoneg er skolioù]]», a c'houlenne gant ar skolaerien kelenn e brezhoneg. E-pad an dalc'hidigezh alaman ne ehanas ket da embann skridoù e meur a gelaouenn: Arvor, Gwalarn, Sav. Goude ar brezel, e voe kaset da doull-bac'h [[Sant Charlez]] e Kemper abalamour d'e vennozhioù [[broadelour]].
 
Savet eo bet e brezhoneg penn-da-benn, bevet en deus en un endro brezhonek hepken ha labouret en deus, ar pep brasañ eus e amzer, e yezh ar vro (er mare-se e ranke an holl notered staliet war ar maez e [[Breizh-Izel]] bezañ akuit war ar brezhoneg). Brezhoneger war ar pemdez e oa, gant e familh koulz ha gant e bratikoù.
Linenn 47:
*''Pedennou evit eun noz-veilh gant eun den maro'', Ar Voulerien Unanet 1953.
*[[Ar Person touer]] - ''C'hoari trubuilhus e tri devez hag e gwerzennou'', 1961.
*''Ur galedenn a zen'', [[Hor Yezh]] niv. 81a. miz Genver 1973. Skeudennoù gant Nono. Danevell bet moulet evit ar wech kentañ e miz Mae 1939 e-barzh ar gelaouenn [[Gwalarn]], niverenn 126.
*''[[E Skeud Tour Bras Sant Jermen]]'', 1955. Eñvorennoù. Adembannet gant [[Al Liamm]] 1978, hag Emgleo Breiz - Brud Nevez 2003.
*''[[Marc'heger ar Gergoad]]'', Breuriez ar brezoneg er skoliou 1939, [[Hor Yezh]] 1994. Romant istorel.