Republik Batav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
[[Skeudenn:Batavische Rep Kriegsmarine.gif|right|120px|thumb| Banniel ar Republik Batav, diazezet war an [[Triliv]] gall]]
 
Ar '''Republik Batav''' (''Bataafse Republiek'' e [[nederlandeg]]) eo an anv a veze graet eus an [[Izelvroioù]] eus [[1795]] da [[1806]], pa oa bet savet eno ur gouarnamant hervez patrom ar [[Republik C'hall]].
 
Donet a rae an anv ''batav'' eus anv kozh ar [[meuriad]] german a veve er vro da goulz an [[aloubadeg]] roman gwechall.
 
==Istor==
Eizh vloaz a-raok, e 1788, e oa erruet ar gostezenn Orange e penn ar vro war-lerc'h ur [[brezel]] diabarzh, harpet ma oa bet gant armeoù roue [[Prusia]], breur-kaer ar [[stadthouder]].
 
Pa voe aloubet an Izelvroioù gant armeoù an Dispac'h gall e oa tec'het ar [[stadthouder]] (rener-stad) [[Gwilherm a Orange]] da Vro-Saoz.
Linenn 16:
En deiz war-lerc'h, d'an [[19 Genver|19 a viz Genver]] [[1795]], e voe embannet ar '''Republik batav''' gant Gallaoued hag un nebeud skoazellerien, Izelvroiz a-du gant an Dispac'h gall.
 
Ur stad sujet da Vro-C'hall eoae oa. Ur gouarnamant dispac'hel e oa, distabil, ha meur a daol-stad a voe e-pad an dek vloaz ma padas. E 1805 e voe echuet gant an arnodoù demokratel pa erruas [[Rutger Jan Schimmelpenninck]] e penn ar vro evel ''Raadspensionaris''.
 
Er bloaz war-lerc'h e voe diskaret ar Republik gant [[Napoleone Buonaparte]], ha lakaet gantañ en he lec'h [[Rouantelezh Holland]], savet evit reién ur gurunenn d'e vreur [[Luigi Buonaparte]].