Kernuack Nowedga : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: a b → a b using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 5:
Tra 'n em awenas ar c'hernewek kemmyn gant mammennoù kerneveureg ar [[Krennamzer|c'hrennamzer]] emañ diazezet ar c'hernuack nowedga war daveoù diwezhañ ar yezh eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved skrivet gant tud evel Nicholas Boson ha John Boson, William Rowe, Thomas Tonkin... hag en ur zerc'hel kont eus [[Rannyezh|rannyezhoù]] [[saozneg|saoznek]] komzet e [[Kernev-Veur]] a-orin [[Yezhoù predenek|predenek]].
 
Dre vras e vez skrivet ar c'herneveureg gant ar sistem-mañ en ur implijout doareoù reizhskrivañ ar saozneg hag oc'h ober muioc'h gant al lizherenn ''c'' e-lec'h ''k'' evel e kernewek kemmyn, eeunoc'h eo ar [[yezhadur]] evit hini doareoù kreneveureg adsavet a-vremañ all ha degemeret e vez gantañ muioc'h a c'herioù a orin saoznek, da skouer ''wolcum'' e-lec'h ''dynargh'' ("degemer mat") (welcome).
 
[[Cussel an Tavas Kernuack]] eo anv an ensavadur e penn ar c'hernuack nowedga.