Thebai : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempennig...
D →‎Kadmos: esaouenn using AWB
Linenn 16:
 
Kadmos en doa kavet al lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar [[keoded|geoded]] nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour da lidañ un [[aberzh]] da [[Atena]] met lazhet e voent gant un [[aerouant]] dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha Kadmos droug ennañ da vont da lazhañ an euzhvil. War ali Atena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent [[had]] ha diwanañ a reas tud diouzh an douar, gwisket ganto pep a [[harnez]], armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar [[Sparted]] "aotokton". Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded.
Ares a oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Thebai.
Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg [[Harmonia]], merc'h Ares hag [[Afrodite]], gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h. Dont a reas Kadmos da vezañ kentañ roue ar geoded.