Wilhelmine Prusia (1751–1820) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: t [ → t [ (9) using AWB
Linenn 11:
Merc'h e oa da [[August Wilhelm von Preußen (1722-1758)|August Wilhelm von Preußen]], breur da [[Frederig II Prusia]], ha d'e bried [[Luise von Braunschweig-Wolfenbüttel]]. Nizez eta e oa d'ar roue [[Frederig II]].
 
Dimeziñ a reas e 1767 e Berlin d'ar penn-stad [[Willem V]] Oranje-Nassau]], diwezhañ [[stathouder]] [[Republik an Izelvroioù]]. Hi an hini a oa e penn an emsav enepdispac'hel er vro.
 
Pa oa krog an Dispac'h en Izelvroioù e kasas Willem e lez eus [[Den Haag]], ar gêr-benn, da broviñs [[Gelderland]]. Hi avat a glaskas distreiñ, ha harzet e voe e dibenn Mezheven e Goejanverwellesluis, ha kaset e voe d'he fried en-dro da [[Nijmegen]] . Abaoe bloaz edo he breur o ren e Prusia, ha fellout a reas dezhañ kastizañ an dichekadenn graet d'e c'hoar. Aloubiñ a reas ar [[Proviñsoù-Unanet]] e miz Gwengolo 1787. Kalz eus an emsavidi a rankas tec'hel da Vro-C'hall, Willem a adkemeras ar galloud, hogen en em zerc'hel a rae evel ur priñsig dindan veli Prusia.
Linenn 21:
En 1795 avat e teuas ar ''batrioted'' en-dro gant skoazell Bro-C'hall, ma rankas Willem mont da glask repu da Vro-Saoz da di e genderv [[George III]]. Bevañ a reas an daou bried e [[Kew]], met mont a raent ivez da ober chomadennoù da [[Nassau]] pe Braunschweig, hag eno e varvas Willem.
 
He mab a yeas en harlu da-heul e dud, met e 1813 e tistroas d'an Izelvroioù, ma voe anvet da roue evel [[Willem Iañ an Izelvroioù]].
<!--
Wilhelmine et sa fille Frédérique,toutes deux veuves en 1806, vécurent ensemble dans différentes villes de la Confédération du Rhin.
 
Son fils suivit ses parents en exil, mais revint aux Pays-Bas en 1813 et devint finalement roi sous le nom de Guillaume Ier des Pays-Bas. Wilhelmine et sa fille revinrent aux Pays-Bas en 1814 et Guillaume épousa une grande -duchesse de Russie, mettant sous nouveau royaume sous la protection des tsars...
 
Un portrait équestre de Wilhelmine par Tethart Philipp Christian Haag est conservé au Rijksmuseum d'Amsterdam
 
-->