Amon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: . A → . A (2) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 7:
'''Amon''' zo unan eus doueed pennañ an [[Henegipt]]iz hag eus mitologiezh ar [[berbered|Verbered]]<ref>H. Basset, « Les influences puniques chez les Berbères », e ''Revue Africaine'', Nnn 62, 1921, pp. 367-368</ref>. Talvezout a ra eo anv ''Imen'' kement hag « An hini kuzhet » pe « An hini n'haller ket anavezout ». Kement-se a dalvez n'haller ket anavezout e furm wirion abalamour m'en em ziskouez dindan stummoù a bep seurt. Graet e vez anezhañ ''Imen achâ renou'', "Amon e anvioù niverus"<ref>Cf. Ruth Schumann Antelme & Stéphane Rossini, p. 25</ref>. Gant e bried Amemet ez eo unan eus doueed [[Eizhad (Henegipt)|Eizhad]]<!-- l'Ogdoade--> [[Hermopolis]].
 
Dindan stumm ar c'houblad Amon-Ra e teuas da vezañ kreiz ar reizhiad teologiezh kempleshañ eus [[Henegipt]]. <!--Whilst remaining [[hypostasis (philosophy)|hypostatic]],--> Amon a oa ar pep pennañ hag ar pezh a oa kuzhet, e-skoaz [[Ra]] a oa an doue diskuliet. Un doue krouer<!--"par excellence"-->, e oa. Kampion ar re baour e oa ivez hag ur roll a-bouez en devoa en deoliezh hiniennel. Krouet e voe Amon gantañ e-unan, hep tad na mamm<!--, hag e-pad an [[Nevezimpalaeriezh]] e teuas da vezañ ar brasañ skouer doue [[trehont (relijion)|trehontel]] e [[doueoniezh]] Henegipt. He was not considered to be [[immanent]] within creation nor was creation seen as an extension of himself. Amon-Ra did not physically engender the [[universe]]-->. E roll evel roue an doueed a vrasaas kement ma tostaas ar relijion d'an [[undoueegezh]] hag an doueed all a zeuas da vezañ stummoù anezhañ. Asambles gant [[Osiris]] ez eo Amon-Ra an doue eus Henegipt zo meneget ar muiañ<ref name="Vincent Arieh Tobin p20">Vincent Arieh Tobin, Oxford Guide: ''The Essential Guide to Egyptian Mythology'', Edited by Donald B. Redford, p. 20, Berkley books, ISBN 0-425-19096-x</ref>. Azeulet e vez ivez er broioù tost da Henegipt [[Henlibia]] ha [[Nubia]].
== Mitologiezh ==
Dindan stumm ur waz<ref>[[Gwaz Egipt]].</ref>, unan eus e loened sakr, e tozvas ar vi kentañ a zinodas ar vuhez dioutañ. Dindan neuz un naer e sperias ar vi kosmek stummet en dourioù kentañ. Meneget eo gant testennoù ar piramidennoù e-touez an doueed a wareze ar [[faraon]] marv hag, er [[krennimpalaeriezh|Grennimpalaeriezh]] e kemeras ar c'hentañ plas e bro [[Teba (Egipt)|Teba]], ma kemeras lec'h [[Montou]] a-benn ar fin. Doueoniourien Teba a roas dezhañ ur pried nevez, [[Mout]], hag ur mab, [[C'honsou]], doue al Loar, bodet o zri e [[Triadenn Teba]].