Ludovico Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: h [ → h [ (13) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 2:
[[image:Ludovico Sforza by G.A. de Predis (Donatus Grammatica) crop.jpg|thumbnail|right|Ludovico Sforza, poltred gant [[Giovanni Ambrogio de Predis]].]]
 
'''Ludovico Maria Sforza''' [[Dug Milano]] ('''Ludovico il Moro''', "ar morilhon") ([[27 Gouere|27 a viz Gouere]], [[1452]] – [[27 Mae|27 a viz Mae]], [[1508]]), a oa unan eus gwazed brudet an tiegezh [[Sforza]] eus [[Milano]], en [[Italia]], e dibenn ar XVvet kantved.
 
Mab e oa da [[Francesco Sforza]], ha brudet e oa evel gwarezour [[Leonardo da Vinci]] hag arzourien all. ''Il Moro'' a veze graet anezhañ dre ma oa teñval liv e groc'hen.
 
Ganet e oa [[Vigevano]], e [[Lombardia]] a vremañ.
 
Dimeziñ a reas e miz Genver 1491 da [[Beatrice d'Este]] (1475–1497), merc'h yaouankañ [[Ercole Iañ d'Este]] (1431–1505), dug [[Ferrara]]. Div [[eured]] a voe war un dro: breur Beatrice, [[Alfonso d'Este]], a oa o timeziñ da [[Anna Sforza]] c'hoar da [[Gian Galeazzo Sforza]]. Gant [[Leonardo da Vinci]] e oa bet aozet ar fest.
 
[[image:Ambrogio_de_Predis_-_Ritratto_di_una_dama.jpg|thumbnail|left|[[Beatrice d'Este]], poltred gant [[Giovanni Ambrogio de Predis]] ha [[Leonardo da Vinci]].]]
Linenn 20:
Pa voe muntret [[Galeazzo Maria Sforza|Galeazzo]], breur henañ Ludovico, e [[1476]], e voe kurunennet e [[niz]] seizh vloaz, [[Gian Galeazzo Sforza]]. Met Ludovico a gemeras penn gouarnamant Milano, da c'hortoz ken na vije e niz en oad d'ober e labour dug, goude ma oa bet klasket mirout outañ. Pa varvas Gian Galeazzo e [[1494]] e voe kinniget ar gurunenn da Ludovico avat gant noblañsed Milano d'an [[22 a viz Here]].
 
Er memes bloavezh e alias ar roue gall [[Charlez VIII a Vro-C'hall]], hag an [[Impalaer santel roman]], [[Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel]] (1459 † 1519) da lakaat o fri en aferioù Italia, c'hoant gantañ c'hoari etre an daou ha dastum ar gounid : evel-se eo e krogas [[brezelioù Italia]].
 
Ne droas ket an traoù evel a garje e vijent bet, enep dezhañ e oa troet ar C'hallaoued, ma'z eas Ludovico a-du gant o enebourien, ha ma roas e nizez [[Bianca Maria Sforza|Bianca]] da bried da Vaksimilian. Gant se e voe anavezet evel dug gant an impalaer.
 
Da gentañ e voe faezhet ar C'hallaoued en emgann [[Fornovo]] e [[1495]], ma voe graet kanolioù gant 70 tonennad [[arem]] a oa da Leonardo da ober un [[delwenn]]. A-benn ar fin e voe skarzhet Ludovico eus Milano gant ar roue gall nevez, [[Loeiz XII a Vro-C'hall]], e [[1499]].
 
==Gwerzhet ha prizoniet==