Galeazzo Maria Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: l [ → l [ (18) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[image:Piero_Pollaiuolo_Portrait_of_Galeazzo_Maria_Sforza.jpg|thumb|right|Galeazzo Maria Sforza.]]
'''Galeazzo Maria Sforza''' ([[Fermo]], [[Marche]], [[24 a viz Genver]], [[1444]] – [[26 a viz Kerzu]], [[1476]], [[Milano]] ) a oa [[dug Milano]] adal [[1466]] betek e varv.
 
==E dud==
Linenn 6:
 
==Dimezioù ==
Er bloavezh-se en-eeun e timezas da verc'h [[markiz Mantova]], [[Loeiz III Mantova]], ''Dorotea Gonzaga'' (1449-1467) a varvas bloaz goude, d'ar [[24 a viz Ebrel]] [[1467]], e [[Pavia]]. <br />
 
En [[1468]] ec'h addimezas da [[Bona di Savoia]] (1449-1485), merc'h da [[Loeiz Iañ Savoia]], [[dug Savoia]], ha da [[Anne de Lusignan]].<br />
Linenn 22:
 
 
Lampugnani, un den a renk uhel eus Milano, a oa gwelet evel aozer ar muntr. Dizemglev a oa etre Galeazzo Maria hageñ diwar-benn douaroù, abaoe ma oa bet kollet gant an tiegezh Lampugnani un darn vras eus e zouaroù abalamour da Galeazzo Maria Sforza. Visconti hag Olgiati a vage droug ouzh an dug ivez : Olgiati a oa republikan a galon ha Visconti en devoa kasoni ouzh Sforza dre m'en devoa kemeret [[gwerc'hded]] e c'hoar.
 
Goude bezañ studiet boazioù ha monedoneoù an dug e stagas an iriennerien gant o labour en deiz war-lerc'h Nedeleg, en [[1476]], da zeiz ''Santo Stefano'', hag iliz ar sant a dlee a oa al lec'h dibabet da gas o zaol da benn-vat. Un tregont mignon dezhe a oa gante pa oa an tri ofiser o c'hortoz an dug en iliz a-raok an oferenn. Pa zegouezhas Galeazzo e taoulinas Lampugnani dirazañ, e lavaras un nebeud gerioù, hag e savas trumm da reiñ taolioù kontell, en traoñ e gof, en e vruched. An dug a c'harmas, hervez un test, Orfeo Cenni da Ricavo : ''Io son morto!'' (« marv on! »). Olgiati, Visconti hag ur mevel da Lampugnani a zegouezhas neuze da ivez da skeiñ gant an dug. Buan e varvas Galeazzo, hag an holl vuntrerien da skampañ kuit. Lampugnani avat ne gave ket e hent hag a oa paket e rideozioù an iliz, ma voe lazhet gant gwarded Galeazzo. Tapet e voe e gorf gant an engroez ha stlejet dre gêr, skourjezet, kannet, ha skourret dre e dreid dirak e di. En deiz war-lerc'h e voe dibennet ar c'horf, ha dizornet: troc'het e voe e zorn dehou outañ, dre ma en devoa douget ar gontell, devet, ha lakaet war ziskouez <ref>{{it}} {{Cite web
Linenn 40:
**Ermes (1470-1503) , a voe markiz [[Tortona]]
**[[Bianca Maria Sforza]] (1472-1510) a zimezas e 1493 d'an impalaer [[Masimilian Iañ]]
**[[Anna Maria Sforza]] ([[19 a viz Gouhere]] 1473 - [[30 a viz Du]] 1497) a zimezas da [[Alfonso I d'Este]], dug [[Ferrara]], d'ar [[17 a viz Genver]] 1491.
*Ouzhpenn-se e oa tad ivez d'un toullad besterd:
**Chiara (1467-1531), a zimezas d'ar c'hont Pietro dal Verme di Sanguinetto, aotrou [[Vigevano]], hag e 1488 da Fregosino Fregoso, aotrou [[Novi Ligure]]<br />
**Carlo (1461-1483) a voe kont [[Magenta]] hag a zimezas en 1478 d'ar gontez Bianca Simonetta
**[[Caterina Sforza]] (war-dro 1463-1509), merc'h d'ar gontez [[Lucrezia Landriani]]
**Alessandro (1465-1523) a voe aotrou [[Francavilla Bisio]] hag a zimezas war-dro 1490 da Barbara Balbiani di Valchiavenna
*Ottaviano (1477-war-dro 1541) a voe eskob [[Lodi]] hag [[Arezzo]]
*Galeazzo (1478-1515) a voe kont [[Melzo]].