C'hoarezed Brontë : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: e [ → e [ (7) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Brontë.jpg|thumb|right|280px|''Anne, Emily ha Charlotte Brontë'', livet gant o breur [[Branwell Brontë]] (war-dro 1834).]]
 
Ar c'hoarezed '''Brontë''' zo teir c'hoar saoz ha skrivagnerezed saoznek eus ar bloavezhioù 1840-50. Merc'hed e oant da b-[[Patrick Brontë]] (anavet ivez evel ''Brunty'' pe ''Prunty''), ganet e [[Kontelezh Down]], e Bro [[Iwerzhon]], ur beleg anglikan anezhañ.
 
==Piv e oant?==
Linenn 11:
 
== Buhez ar vugale Brontë ==
E 1820 e teuas an tiegezh da chom da bresbital [[Haworth]], e [[Yorkshire]]. Pa varvas o mamm e chomas o zad gant c'hwec'h bugel bihanik. Neuze e teuas e [[c'hoar-gaer]], Elizabeth Branwell, d'e skoazellañ. Ur vaouez reut ha rust e oa. Un deskadurezh hep teneridigezh na flouradenn ebet a roas d'ar vugale Brontë. Rust e oa lezenn ar gêr. Da vintin e veze ret dezho debriñ ul lein dreut. Goude e rankent lavarout o fedenn. War-lerc'h o deveze ar merc'hed d'ober kempenn an ti, ha pa veze echu o labour gante, o deveze da wriat, gwiadiñ, brodañ, a-raok pedenn an noz ha lennadenn ar [[Bibl]]. Devezhioù dilevenez e oa buhez ar c'hoarezed Brontë, bemdez heñvel. Evit ankouaat ar bed-se e krouent ur bed all ganto o ijin hag awen. Ur wech evit deiz ha bloaz Branwell (paotr nemetañ ar familh) e prof Patrick dezhañ daouzek soudard e koad. Ar c'hoarezed hag o breur a gav faltazi diwar ar soudard-se. Setu ma krogont, Anne, Charlotte, Branwell, hag Emily, da grouiñ ur bed faltaziek. Lakaat a reont e pleustr e-barzh danevelloù, barzhonegoù, pennadoù kazetennerezh, pezhioù c'hoari... Adalek 1831, goude kimiad Charlotte d'ober studioù, e krouas Emily hag Anne Bro Gondal, ur vro faltaziek sturiet gant Augusta Geraldine Almeda ur vaouez krouet ganti. A-drugarez d'ar vro faltaziek-se he deus kavet Emily hec'h awen da varzhonegañ.
 
== Cowan Bridge ==
Evit ar pastor Brontë eo ar skol-lojañ, un deskadurezh reizh, hag ar Reverant Wilson en deus krouet unan e Cowan Bridge. Degemer a ra merc'hed ar pastor paour. Divizet eo : Maria hag Elizabeth a yelo da studiañ du-hont, Charlotte hag Emily a zeuio war o lerc'h. Anne, re yaouank c'hoazh, a chomo ar gêr gant he breur Branwell.
E-barzh Jane Eyre e zisplego Charlotte Brontë ar skol-lojañ-se. Un hollved kañvaouüs, skornus ha na deus disheñvelder ebet eget ur toull-bac'h gant dorioù serret, kaelioù serret, kensentidigezh rust kenañ, kriz memes...
E Cowan Bridge eo treut ar predoù : Un tamm bara kalet, ur werenn laezh hag echu. Ar vugale o doa naon, poanioù stomog a zihun anezho e-kreiz an noz. Ar Reverant Wilson a lavare ez eo doue, en e vadelezh hag en deus c'hoant e vefe evel-se peogwir : " Doue a c'houlenn start oberezhioù ha dioueroù evit saludiñ an ene". Neuze en ur gendelc'her evel-se e tap Maria hag Elizabeth an torzhellegezh. Terzhienn ha pasaadennoù bras a oa ganti. Ar Reverant Wilson ne rae ket van. Adalek ar mintin e oa ret dezhi en em walc'hiñ gant dour yen kenañ evel ar re all, met ar boan a gendalc'h. Mont a reont da vervel. O zad a zeu neuze da gerc'hat anezhi. Ur pennadig amzer war-lerc'h e varv Maria, d'he heul gant Elizabeth. Maria oa pemzek bloaz ha Elizabeth trizek.