Emvuhezskrid : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 4:
Meur a zoare danevelliñ e vuhez a c'hell bezañ hervez ar [[pal]]ioù a glask tizhout ar [[skrivagner]] hag e vezont meur a hini anezho asamblez peurvuiañ. Reiñ lufr d'e [[obererezh]]ioù pe en em wennañ pe klask bezañ didamallet a zo palioù kavet stank en emvuhezskridoù koshañ.<br />
''Confessionnes'' [[Sant Eosten]], eskop [[Hippona]] er {{IIIe kantved}} a zo o fal, koulz ha didamallañ ha klask prouiñ e c'hell un den diroll mont da du ar relijion kristen.<br />
Emvuhezskridoù modern (Kofessionoù [[Jean-Jacques Rousseau]] da skouer) a endalc'h an [[imbroud-spered]] asamblez gant dibunañ poentoù pennañ e vuhez ha klask ar [[rebech]]où ha ar burutelladennoù graet dezhañ ive.<br />
Ret eo menegiñ e vez kalz a emvuhezskridoù diazezet war [[eñvor]] ar skrivagner ha eñvorennoù a zo an titl a vez implijet kalz e brezhoneg. <br />
E yezhoù all e vez graet un [[diforc'h]] etre un emvuhezskrid hag un skrid diwar ar memor ([[:fr:mémoires|mémoires]] e [[galleg]] ha [[:en:memoirs|memoirs]] e saozneg) pa vez an eil seurt techet da displegañ dre ar munut trivliadoù ha savboentoù ar skrivagner. Meur a [[politikerezh|bolitikour]] en deus kavet mat sevel levrioù hir eus ar seurt-se. ([[Paul de Gondi]], kardinal Raez, ha [[Louis de Saint-Simon]] er {{XVIIvet kantved}}). Er {{XVIIIvet kantved}} e teuas er-maez skrid memorioù disanv a rae van bezañ bet skrivet gant likaourien, [[denjentil|tudjentil]] pe [[gast|gisti]], hervez kont. Hag int o deus graet ur berz bras e-doug ur mare ma troe speredoù zo pell eus ar doareoù ober kozh.
 
== Emvuhezskridoù a-vremañ ==