Enepyuzevegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
{{Commonscat|Antisemitism}}
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 7:
En istor ez eus bet, ouzhpenn progromoù e broioù zo, darvoudoù c'hoarvezet eus an enepyuzevegezh, evel embann argasidigezh Yuzevien [[Bro-Saoz]] e 1290, an Enklaskerezh Spagnol ha harluidigezh Yuzevien [[Spagn]] e [[1492]].
 
Bez' ez eus bet ivez, dre [[Europa]] a-bezh, un darvoud meur c'hoarvezet da vare an [[eil brezel-bed]], hag a vez graet al [[Loskaberzh]], pe ar [[Shoah]] anezhañ, hag a veze graet an [[Diskoulm diwezhañ]] anezhañ gant [[Adolf Hitler]] hag e vignoned, pa gave dezho e ranked diskoulmañ « ar gudenn yuzev » en Europa. Neuze e voe lazhet ur 6 milion a dud a oa bet lakaet da Yuzevien, da lavarout eo an 3/4 (tri c'hard) eus Yuzevien al lodenn aloubet gant armeoù ar Reich, an 2/3 (div drederenn) eus Yuzevien Europa a-bezh, hag ouzhpenn un drederenn eus Yuzevien ar Bed a-bezh.
 
{{Commonscat|Antisemitism}}