Cunobelinos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor: typo, replaced: . B → . B (3) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Cunobelinus.gif|thumb|400px|right|Pezhioù Cunobelinus]]
[[Skeudenn:Cunobelin.jpg|thumb|Coin of Cunobelinus.]]
'''Cunobelinos''' (''Κυνοβελλίνος'' e [[henc'hresianeg|gregach]] gant [[Cassius Dio]]) pe '''Cunobelinus''' e latin, pe '''Cunobelin''', a oa roue meur [[Brezhoned]] bro lezioù an [[Tavoez]], en [[Enez Vreizh]], e fin [[Iañ kantved kt JK|ar c'hantved diwezhañ a-raok JK]], a-raok an aloubadeg roman. Roue e oa war ar bobl [[Catuvellauni]], a oa o c'hêr-benn e ''[[Verulamium]]'', tra ma oa hini ar bobl [[Trinovantes]] e ''[[Camulodunum]]''. Anavezet eo dre ma'z eo meneget gant an istorourien roman [[Suetonius]], a lavar ''Britannorum rex'' (Roue ar vrezhoned) anezhañ, ha [[Cassius Dio]]. Kalzik a bezhioù moneiz gant e anv zo bet kavet.
 
==Gerdarzh ==
Linenn 7:
 
== Istor ==
[[Mab]] e oa da d[[Tasciovanos]], a oa roue war ar pobloù [[Catuvellauni]] ha [[Trinovantes]] ([[Suffolk]] hag [[Essex]] a-vremañ) war un dro. Pa varvas e dad e savas Cunobelinos war gador-roue ar Gatuvellauni hag ec'h embannas e-unan e oa roue-uhel [[Preden]]. E « Camulodunum » (hiriv [[Colchester]]) e oa e gêr-benn. Eus ar bloaz 10 betek 41 e strivas da astenn e c'halloud war ar bobl Catuvellauni. Brezeliñ a reas ouzh Andoco moarvat, met goude ar bloaz 20 e rene ivez war lez hanternoz ar stêr Tavoez hag e krogas da astenn e c'halloud war hanternoz, goude distroadet Verica war-dro 40.
 
Mat e oa e zarempredoù gant an [[impalaeriezh roman]]. Ren a reas betek aloubadeg an impalaer [[Glaoda Iañ|Glaoda I{{añ}}]], e [[-43|43 kent J.-K.]]. Hervez [[Cassius Dio]]<ref>[http://d3seu6qyu1a8jw.cloudfront.net/sites/default/files/collections/06/06A25F27-F3B4-4706-B98A-29D554307756.pdf ''Dionis Romanarum historiarum'', LX].</ref> e oa tad da [[Caratacos|Garatacos]] a gasas ar brezel a-enep [[lejion]]où [[Aulus Plautius]], ha da [[Togodumnos|Dogodumnos]], lazhet e-kerzh emgann-veur [[Medway]], e 43.