Gladdalc'helezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: , → , using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 5:
Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er {{XVIIvet kantved}}. Dont a ra eus ar ger [[dalc'h (istor)|dalc'h]]. Dindan stumm [[latin]] ar ger, ''fevum'', an hini ofisiel nemetañ neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an {{Xvet kantved}}<ref>[[Jean-François Lemarignier]], ''La France médiévale - Institutions et société'', Armand Colin, 2005, p. 100.</ref>. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger ''gladdalc'helezh'' avat ne oa ket gwelet evel ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o vevañ er [[Krennamzer|Grennamzer]].
 
Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er [[brezel]] dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm ouzh madoù peurliesañ, anvet un "dalc'h", roet gant an aotrou<ref>François-Louis Ganshof, ''Qu'est-ce-que la féodalité ?'', Tallandier : Paris, 1982, {{ISBN|2-235-01299-X}}, p. 13.</ref>.
[[Restr:Aozadur gladdalc'hel.svg|thumb|300 px|Aozadur gladdalc'hel ar gevredigezh er Grennamzer]]
Aozadur e tri urzh ar gevredigezh a oa bet kroget en IXvet kantved gant an Iliz a-benn reizhekaat doareoù bevañ an noblañs da geñver ar re munut, ha da geñver ar brezeligoù dibaouez etre an aotrouien.