Adalrich : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: n [ → n [ (6) using AWB
D →‎Sant: esaouenn using AWB
Linenn 13:
 
==Sant==
E verc'h [[Odilia]] a oa bet ganet dall, ha kement-se a seblante da Adalrich bezañ ur c'hastiz a-berzh [[Doue]]. Goulenn a reas digant e wreg lazhañ o merc'h dre guzh. Berswinda a gasas ar bugel da guzhat gant ur vatezh da gouent [[Palma]].<br /> Hervez ''Buhez Odilia'' e voe badezet ar plac'h gant un eskob anvet Erhard a skuilhas olev war he daoulagad, ma voe dizallet.
Klask a eure an eskob adskoulmañ an darempred etre tad ha merc'h, met Adalrich a zouje anzav kaout ur verc'h hag a guzhe outañ en ur gouent abalamour d'ar fallvrud, ma kavas gwell nac'hañ plegañ. Ur mab dezhañ, ha ne ouie mann eus urzhioù e dad, a zegasas e c'hoar da Hohenburg en-dro, ma oa lez Adalrich. Pan erruas Odilia e kounnaras Adalrich hag e skoas gant e vab a-bouez e vazh-roue, ken e voe lazhet ar paotr. Neuze, en desped dezhañ, e roas aotre da Odilia da chom en he c'houent, ma ne oa abadez ebet.