Aksoum : diforc'h etre ar stummoù

D
(new photo)
 
 
== Ur rouantelezh eus an Henamzer ==
Kêr-benn rouantelezh Aksoum, savet er c'hantved I<sup>añ</sup>, e voe. Ur briñselezh e voe er penn kentañ. En em ledañ a reas buan ar rouantelezh eus [[Yemen]] betek reter [[Soudan]] o lonkañ ar rouantelezhioù bihan tro-dro. En he barr e voe er V<sup>vet</sup> kantved. Ur vro genwerzhel c'halloudus e voe d'ar mare-se. Kontrollañ a rae an hentoù kenwerzhel etre [[Afrika]] hag [[Azia]]. Ergerzhadegoù a gaso da-benn en tu al eus ar [[Mor Ruz]], evel e [[571]] a-enep [[Mekka]]. Ar vro gentañ a skoas moneiz en Afrika e voe.
 
Ar mein-sonn eo savadurioù pouezusañ Aksoum : pikol obeliskennoù kizellet gant tresoù int. Hervez an henoniourien e oant bet savet a-us da vezioù penntierned ar rouantelezh kozh. E-touez ar mein-sonn-se emañ an unvein benet brasañ er bed. 35 metr uhelder e oa an obeliskenn uhelañ. Sur a-walc'h he doa kantennoù metal war ar c'hostezioù.