Poc'hêr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Istor: typo, replaced: ] e → ] e (2) using AWB
D →‎Istor: esaouenn using AWB
Linenn 2:
 
== Istor ==
En {{IXvet kantved}} (840 : ''Poucaer'' ; [[871]] : ''Poucher'') e oa anezhi ur [[priñselezh|briñselezh]] e-kreiz kornôg [[Breizh]], en-dro da [[Karaez|Garaez]], ar gêr a voe savet e-lec'h [[keoded]] galian-ha-roman ''Vorgium'', goude ma oa aet [[beli]] an [[impalaeriezh roman]] da get.
 
Kavet e vez an anv koshañ ''Poucaer'', deveret eus ''Pagus'' ([[latin]] evit pastell-vro), ha ''kaer'' ([[ger]] keltiek ha brezhonek-kozh evit ur gêr mogeriet, deuet eus ar ger latin ''castra'' ). E-kreiz ar [[Krennamzer|Grennamzer]] ne oa mui ar gêr-gloz nemet un [[trev|drev]] eus ar barrez vras a oa [[Plougêr]] hec'h anv (Plebs Kaer > Plou Kaer > Plougêr). Sant [[Pêr]], an [[abostol]], an hini e oa patron iliz Plougêr, ma c 'heller krediñ eo el lec'h-se e oa kreiz ar barrez kentidik, ha Karaez, [[Plonevell]], [[Kerglof]], [[ar Vouster]] ha [[Trefrin]] trevioù anezhi. Un drev eus ar barrez-se e oa Karaez, gant un iliz-trev dediet da sant [[Treveur (sant)|Treveur]].
 
Ma n'eus ket kalz a [[teul|deulioù]] istorel-rik evit e brouiñ ez eus roudoù eus ur penn-bras, pe ur [[mac'htiern]], anvet [[Konveur]] (''Conomorus'' e latin) a oa ar [[ki|c'hi]] e loen-arouez (Kon + meur) hag e oa o ren war ar gêr mogeriet ha tro-war-dro. An anv-se eo ar memes hini ha ''Cynvawr'' e [[kembraeg|hengembraeg]].<br />
Neuz ur [[Barv-Glas]] a zo bet roet dezhañ gant ar mojennoù ha lazhet en defe meur a [[gwreg|wreg]] dezhañ pa oant dougerezed gant aon na vije muntret gant e vab da zont, evel mojenn [[Kronos]] en [[Hellaz kozh]]. Lazhet en doa Santez [[Trifin]], e wreg diwezhañ, koulz hag e [[mab|vab]] nevez, [[Treveur (sant)|Treveur]] dre e zibennañ. Neuze e vije bet graet ur [[burzhud]] gant sant [[Gweltaz (sant)|Gweltaz]] en ur adlakaat ar penn en e lec'h. Mont a reas ar [[bugel]] d'ober an heg gant e dad en ur stlepel un dornad douar warnañ. Marvet e vije bet Konveur raktal, lazhet gant dorn Doue a-hervez.
 
Linenn 12:
Anv zo eus Konveur (Konveured all?) e buhezioù sent zo, darn anezho savet en tu all da [[Mor Breizh|Vor Breizh]].
 
En IXvet kantved, e [[871]] da lavarout mat, e weler un [[titl]] rouez a-walc'h d'ar mare-se roet da [[Yezekael]], hini ''princeps Poucher'' (Priñs Poc'hêr).
En {{XIvet kantved}} edo Bernard, beskont Poc'hêr, o reiñ douaroù da [[Abati Kroaz Santel Kemperle]], evel m'o doa graet konted [[Kerne]] e penn ar c'hantved a-raok ma oant aet konted da [[roll roueed ha duged Breizh|duged Breizh]] (e [[1066]] gant [[Hoel III]].