Noorderhaaks : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: u k → u k (3) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Image:Den_Helder_4.77628E_52.95026N.jpg|thumb|350px|right|Noorderhaaks gwelet eus an oabl, en tu kleiz, ha Texel en nec'h]]
 
'''Noorderhaaks''' (pe ''Razende bol'' ivez e [[nederlandeg]]) zo un [[Erv (douaroniezh)|erv]]-traezh e [[Mor an Hanternoz]], e penn kornôk [[Mor Wadden]], ul [[lev]] bennak er c'hornôg d'ar [[Marsdiep]], ar [[strizh-mor]] a zo etre Enez [[Texel]] ha [[ledenez]] [[Holland an Hanternoz]], e-kichen [[Den Helder]]. 5 km² bennak zo dezhañ. Stag eo Noorderhaaks ouzh [[kumun izelvroat|kumun]] Texel.
 
Savet eo bet an erv-draezh, gant monedone Mor an Hanternoz. Mont a ra war-zu ar reter, war-zu ar [[Marsdiep]] hag ar [[Molengat]] ha gounit kant metrad ouzhpenn bep bloaz. O treiñ da [[enezenn]] emañ.
 
Didud eo Noorderhaaks. Annez an [[evn]]ed hag ar [[reunig]]ed eo. Daoust da se eo digor d'an douristed ha soudarded ar morlu a deu di eus [[Den Helder]] da embreger .
 
{{Inizi Friz}}