Pêr ar Rouz : diforc'h etre ar stummoù

D
→‎top: esaouenn using AWB
No edit summary
D (→‎top: esaouenn using AWB)
 
Anaout a rae mat brezhoneg e vro c'henidik da gentañ ha hini [[Mêl-Karaez]] ivez. Heuliañ a reas kentelioù [[Henri Gaidoz]] war ar yezhoù keltiek e Pariz ha re [[Henri d'Arbois de Jubainville]]. Kemer a reas kador ar yezhoù keltiek e skol-veur [[Roazhon]] war-lerc'h [[Joseph Loth]] e [[1911]].
 
Brudet eo dreist-holl evit an oberenn en doa savet, diwar an enklaskoù renet gantañ etre [[1911]] ha [[1920]], e 77 lec'h eus [[Breizh-Izel]], ''l'[[Atlas linguistique de la Basse-Bretagne]]'', anavet evel an ALBB ivez. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh [[Frañsez Falc'hun]].
 
Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn.