Magon Iañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: d h → d h (3) using AWB
D →‎top: esaouenn using AWB
Linenn 3:
'''Magon''', jeneral [[kartadat]], a voe roue [[Kartada]] entre [[-550|550 kent JK]] ha [[-530|530]]. Eñ an hini a voe diazezer galloud hec'h [[arme]]. Gantañ e voe aozet en un doare efedus. Diazezañ a reas ivez lignez ar [[Magoned|Vagoned]].<ref name="magonids">[http://www.roman-empire.net/republic/carthage.html www.roman-empire.net]</ref> E-pad e ren eo e teuas Kartada da vout trevadenn greñvañ ar [[Fenikianed]] ha galloud bras kornôg ar [[Mor Kreizdouar]]. .<ref>[http://www.bookrags.com/wiki/History_of_Tunisia Historia de Túnez]</ref> Chom a reas stag ouzh [[Tir]], kêrbenn ar Fenikianed, met ober a rae evel pa vije dizalc'h e gwirionez.
 
Unan eus e oberoù politikel a voe un emglev gant an [[Etrusked]] a-enep ar C'hresianed, deuet eus ar reter. Padout a raio an emglev ken na voe distroadet ar rouaned etrusk gant [[Republik Roma]]. Oberiant e voe ivez e Sikilia, ha dimeziñ a reas d'ur vaouez a [[Sirakusa]].
[[Image:Location_Battle-of-Alalia.PNG|right|thumb|310px|Emgann Aleria]]
E [[-546|546 kent JK]] edo ar [[Fenikianed]] o tec'hel rak aloubadeg ar Bersed, ha dont a rejont da ziazezañ trevadenn [[Aleria]] en [[Korsika]]. Trevadennet eo an enezenn gant ar C'hresianed abaoe [[-562|562 kent JK]]. Kenwerzhañ a raent gant Kartada hag an Etrusked. Entre 540 ha 535 e voe emglev etre Kartada hag an Etrusked da deurel ar C'hresianed er-maez eus Korsika, goude [[emgann Aleria]]. Chom a reas an Etrusked en enezenn, ha gant Kartada ez eas [[Sardinia]], prest da ziarbenniñ ar C'hresianed a garje tostaat. Gant se e voe torret d'al lanv gresian war-zu ar c'hornôg.