Tegucigalpa : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: esaouenn using AWB
 
Linenn 3:
'''Tegucigalpa''' eo kêr-benn [[Honduras]], gant 850 000 a annezidi ha 1,5 milion a dud en tolpad-kêrioù ([[2005]]). Emañ en un draoñienn, war ribl ar stêr [[Choluteca]]. Talvezout a rafe an anv ''Tegucigalpa'' kement ha « menez an arc'hant » e [[nahouatleg]], ar yezh kaozeet eno gant an Indianed.
 
[[Sukr]] ha [[butun]] a reer e Tegucigalpa, diwar gounezadoù ar maezioù tro-dro. Ur greizenn vras eo ivez evit eztennañ [[aour]] hag [[arc'hant (metal)|arc'hant]]. Diazezet e voe Tegucigalpa er {{XVIvet kantved}} ha dont a reas da vezañ kêr-benn Honduras da vat e [[1880]], diwar-goust [[Comayagua]]. Eno emañ Skol-veur Vroadel Honduras, abaoe [[1847]]. Er Mirdi Broadel ez eus un dastumad espar a pezhioù [[arz rakkolombian]]. E-kichen
Tegucigalpa emañ [[aerborzh]] etrebroadel Toncontín.