Gilles Servat : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Ar red arzour: typo, replaced: a [ → a [ using AWB
D →‎Ar red arzour: esaouenn using AWB
Linenn 12:
Kaset war-raok gant berzh «La Blanche Hermine» en deus kresket e roll pladennoù tamm-ha-tamm. Er memes mare en deus graet sonadegoù e [[Bro-C'hall]] hag en estrenvro. Er bloavezhioù 1970 ec'h embann war-dro ur bladenn bep bloaz: ''Ki du'' e 1973 ha ''L'Hirondelle'', ''La Liberté dans la nuit'', ''Le pouvoir des mots''. An testennoù skrivet gantañ a zo awenet gant e stourm evit Breizh ha gant e varzhoniezh. E 1977 en deus savet ''Chantez la vie, l'amour et la mort''.
 
Goude ''L'Or et le Cuivre'' e 1979, e raio enor da [[René-Guy Cadou]] (1920-1951), ur barzh breizhat marv re abred. En 1981 e kinnig ur bladenn e-pad ur sonadeg hag en 1982, ''Je ne hurlerai pas avec les loups''. E 1984 ha 1985 e kemeras perzh e ''Théâtre de la chimère'' Michel Ecoffart. 1988, ''Mad in Sérénité'' a zo priziet gant Priz Braz Akademiezh Charles-Cros ha Priz kuzul rannvro Breizh. Savet ez eus bet un arvest e «Tombées de la Nuit», ur gouel lidet e Roazhon diwar ar bladenn ''Le Fleuve'' embannet e 1992.
 
Adalek 1993 e krog «L'Héritage des Celtes» gant [[Dan Ar Braz|Dan ar Braz]], ur raktres savet evit embann pinvidigezh ar sonerezh keltiek. Adkavout a reer ivez Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (hag a gan evit ar strollad [[Capercaillie]]), [[Yann-Fañch Kemener]] ha Donald Shaw. Kemer a ra perzh e-barzh enrolladur pevar fladenn: ''Héritage des Celtes'' (1994), ''Finisterres'' (1997) hag ar ''Zénith'' (sonadeg e 1998). Ar bloavezh war-lerc'h e vo Gilles Servat en emgav Bretagnes à Bercy gant, da skouer, arzourien an Héritage, Armens, Alan Stivell hag an [[Tri Yann]].
Linenn 19:
''Touche pas à la Blanche Hermine'' a zo ur bladenn embannet dirak an holl, en 1998 en [[an Alre|Alre]]. Adkavet e vez kanaouennoù mil anavezet (Vieille ville de merde, Sur les quais de Dublin, hag all) hag a-raok ar ganaouenn ''La blanche Hermine'' ez eus an destenn ''Touche pas à la Blanche Hermine'', un destenn a-enep d'ar [[Front National]] hag o deus adkemeret ar meeting ''Comme je voudrais'' e 2000. goude ez eus ur ganaouenn war an Erika met ivez kanaouennoù war Iwerzhon.
E 2003 e [[Sant-Maloù]], en deus resevet kolier [[Urzh an Erminig]].
D'an 19 a viz mae 2005 ec'h embann Servat ur bladenn nevez ''Sous le ciel de cuivre et d'eau'' gant ur ganaouenn en enor [[Polig Monjarret]] lesanvet «Le Général des Binious», krouer [[Bodadeg ar Sonerion]].
E 2006 evit 35 bloaz e red-arzour e laka da zont er-maez Gilles Servat ur c'hendastumad div bladenn gant 35 son choazet gant an dud. D'an 12 a viz Du e sav un arvest en Olympia gant [[Nolwenn Korbell]].