Gian Maria Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎E vuhez: typo, replaced: ] a → ] a using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Image:Giovan Maria Visconti.png|thumb|Gian Maria Visconti.]]
'''Gian Maria Visconti''' pe '''Giovanni Maria Visconti''' ([[7 a viz Gwengolo]] 1388 – [[16 a viz Mae]] 1412) a oa eil [[dug Milano]] er XVvet kantved. Mab e oa d'an dug [[Gian Galeazzo Visconti]] (1351-1402) ha da [[Caterina Visconti]] (1360-1404) .
 
==E vuhez==
Trizek vloaz ne oa ken pa varvas an dug, e dad, e 1402, ha pa voe anvet da zug. E vamm a renas en e lec'h. Bec'h a savas kenkent en douaroù a oa bet aloubet gant an tad er bloavezhioù a-raok. Kemeret e voe ar galloud gant [[Facino Cane]] [[condottiero]] brudet. Gouzout a reas c'hoari war grizded Gian Maria, a roas urzh da vac'hañ e vamm e [[Monza]], er c'hastell a oa bet profet dezhi 24 bloaz a-raok, da zeiz hec'h eured, gant an dug he fried. Eno e varvas-hi goude daou viz, d'ar 17 a viz Here 1404, diwar gontamm moarvat.
 
Dimeziñ a reas Gian Maria e 1408 da [[Antonia Malatesta]], merc'h da [[Carlo Iañ Malatesta|Carlo Iañ]], aotrou [[Rimini]].
 
Brudet e oa chas an dug, savet da lazhañ tud. Kement-se ne viras ket outañ a vezañ lazhet e 1412, dirak iliz [[San Gottardo, Milano|San Gottardo]], gant [[Gibelined]], tra ma oa klañv Facino Cane e [[Pavia]].
 
E vreur [[Filippo Maria Visconti]] a voe dug war e lerc'h. Facino Cane en doa lakaet e ofiserien da douiñ reiñ dezhañ o skoazell.