Magdalena Rudenschöld : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: n [ → n [ (17) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[File:Magdalena Charlotta Rudenschöld.jpg|thumb|right| [[Magdalena Rudenschöld]].]]

'''Magdalena Rudenschöld''', pe '''Magdalena Charlotta Rudenschöld''', anavezet ivez evel '''Malla Rudenschöld''', ganet d'ar [[1añ a viz Genver]] [[1766]] ha marvet d'ar [[5 a viz Meurzh]] [[1823]] e [[Stockholm]], a oa ur vaouez eus noblañs [[Sveden]] hag un iriennerez svedat, e dibenn an {{XVIIIvet kantved}}. Kemer a reas perzh en [[irienn Armfelt]], a-enep ar gouarnamant e 1792, tamallet e voe dezhi bout treitourez, staget ouzh [[post-ar-vezh]], ha kondaonet da vezañ bac'het a-hed he buhez.

Hervez unan eus ar gondaonidi all eo dre garantez he devoa kollet he fenn.

==El lez==
Merc'h e oa Magdalena d'ar c'hont Carl Rudenschöld, den a stad, ha d'ar gontez Kristina Sofia Bielke. He zad a gollas e sez e Breujoù Sveden e 1766 ha treut e voe ar peuriñ gant an tiegezh ken an deiz ma krogas gouarnamant Bro-C'hall da reiñ arc'hant d'he mamm e kuzh evit he labour evitañ. <ref>Norrhem, Svante (in Swedish): Kvinnor vid maktens sida : 1632-1772 (In English: "Women by the side of power: 1632-1772") (2007) Lund (Nordic Academic Press)</ref>
E 1784 e voe anvet da zimezell a enor gant c'hoar ar roue [[Gustav III]], ar briñsez [[Sofia Albertina Sveden]].

Berzh a reas el lez dre ma oa kenedus, speredek, ha tomm he fenn. Daou baotr a oa war he lerc'h : an [[Karl XIII Sveden|Dug Charlez]], breur d'ar roue, hag an denjentil [[Gustaf Mauritz Armfelt]], gwellañ mignon ar roue. Fae a reas war an dug, met sot-pitilh e oa gant Armfelt. Armfelt a oa dimezet da [[Hedvig Ulrika De la Gardie]] e 1785, ha Rudenschöld a oa e [[pried-kleiz|bried-kleiz]]. Krediñ a reer e c'hanas daou vugel e kuzh: unan ganet en [[Abati Quedlingburg]], en Alamagn, ar briñselezh ma oa [[Sofia Albertina Sveden]] o ren, pan eas digant Sofia Albertina in 1787.

==An irienn ==

E 1792 e varvas ar roue [[Gustav III]] hag e vab 14 vloaz, [[Gustav IV Adolf]] a voe lakaet da roue. An dug Karl a renas en e lec'h, met e gwirionez eo mignon bras an dug, [[Gustaf Adolf Reuterholm]], a rene hag a oa mest war ar gouarnamant.

Armfelt en devoa esperet kaout lec'h er gouarnamant a zilezas Rudenschöld hag a guitaas ar vro e 1793. Klask a reas irienniñ gant ar Rused da ziskar ar gouarnamant ha lakaat ur renad nevez en e sav, hag eñ e penn eveljust.
Linenn 18:
Skrivañ a reas Armfelt da Vagdalena Rudenschöld, a felle dezhi e tistroje he [[serc'heg]] daveti, ha goulenn a reas diganti mont eus e berzh da-gaout e heulierien, ar roue yaouank, ha kannad [[Rusia]]. War a greder e sevenas unan, da vihanañ, eus an teir c'hefridi-se.

Met degouezhout a reas ho lizheroù etre daouarn [[Reuterholm]] hag an dug Karl abalamour da dud burev-post [[Hamburg]], en Alamagn, o devoa graet eiladennoù eus al lizheroù ha gwerzhet anezho. Reuterholm a lakaas herzel Magdalena Rudenschöld da noz an [[18 a viz Kerzu]] 1793, evel unan eus ar re gentañ da zastum.

Magdalena he devoa devet darn eus he faperoù, met kavet e voe lizheroù karantez a-berzh an dug Charlez, ha roud eus arnod Armfelt da ziskar ar gouarnamant ha kemer ar galloud.
Linenn 24:
== Prosez ha kondaonidigezh ==
Da gentañ ne oa ket splann ar prouennoù a-enep dezhi, hag en em zifenn a eure gant nerzh ha finesa. Tennet e veze, emezi, "eus ur vac'h spontus ma ne wele nag an heol nag al loar".

Pa voe furchet domani Armfelt e voe kavet 1,100 eus he lizhiri dezhañ. E meur a hini e tispake fae ha dismeg ouzh an Dug ha Reuterholm, a washaas an traoù dezhi. An Dug en doamiret droug outii peogwir n'he doa ket pleget dezhañ pa oa oc'h ober e lez dezhi, ha Reuterholm a gonnaras pa lennas petra he devoa skrivet diwar e benn.

Eizh eus he lizheroù da Armfelt a voe moulet hag embannet gant he daou enebour, hag anvet "E Ti kozh ar Roue prizoniet un Itron anavezet evel Magdalena Charlotta merc'h da Carl, lizheroù d'an treitour Baron Armfelt, anavezet evel Gustaf Mauritz, mab da Magnus, diwar-benn o avanturioù karantez ". El lizhiri e ra anv eus klask diforc'hañ gant skoazell Armfelt goude bezañ bet brazezet gantañ. Daoust da se, abalamour da gasoni ruz an Dug ha Reuterholm e troas ar bobl a-du ganti.

Pa voe diskouezet dezhi ar prouennoù, e miz Ebrel 1794, ec'h anzavas he zorfed, en ul lavarout n'he devoa kemeret perzh nemet dre m'he devoa fiziañs dall en Armfelt.