Banniel Flandrez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Rescuing 3 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.8
D esaouenn using AWB
Linenn 15:
==Istor==
[[Skeudenn:Armorial Gelre Flemish Flag.jpg|thumb|250px|Ardamezioù konted Flandrez, e-mesk re all, skeudenn tennet eus levr ardamezioù Gelre, gant Gelre Claes Heinen.]]
Hervez ar richenn e oa bet degaset arouez al leon gant ar c’hont [[Fulup Elzas]] (Fulup Iañ, kont Flandrez) eus broioù ar [[Reter Nesañ]] pa oa deuet en-dro eus ur [[Kroaziadegoù|groaziadeg]] goude bezañ trec’h war ur penn arab<ref>Lucas Catherine, ''Vuile Arabieren. Bedlectuur voor Vlaams Blokkers,'' Hadewijch, Antwerpen, 1993.</ref> Met ur vojenn n’eo ken. <ref>Ernest Warlop, ''Oude Vlaenderen'' en de Zwarte Leeuw op Gouden Veld. ''Miscellanea Archivista'', XXVIII, 1980.</ref> Moarvat e oa bet adkemeret al leon gant Fulup Elzas diwar ardamezioù Willem van Ieper, a oa bet skrapet e vadoù gant ar c’hont Fulup. Ha Willem van Ieper marteze en doa amprestet arouez al leon diwar ardamezioù eus Bro-Saoz. An arouez-se a veze kavet alies en Europa er Grennamzer, forzh penaos. En ardamezioù [[Dugelezh Brabant]] e vez kavet ivez. Hag adimplijet eo bet ivez en ardamezioù Rouantelezh [[Belgia]].
 
==Leon, loupard, panterenn pe bleiz?==
Etre an {{XIvet}} hag an {{XIIIvet kantved}} e veze kavet ouzh ar skoedoù "loened dispont", evel erevent, bleizi, louparded, leoned. Ha ne vez ket aes atav gouzout eus peseurt loen ez eus anv. A-wechoù e kaver loened zo ur meskaj etre daou loen disheñvel. E [[1302]] e veze graet anv eus ''loupard Flandrez'' : en [[Emgann ar C’hentroù Aour]] e oa bet graet anv eus ''Liebaarts'' (loupard) Flandrez ha ''Leliaarts'' ([[flourdiliz]]) Bro-C’hall <ref>De Liebaart vzw, [http://www.liebaart.org/liebaa_n.htm ''Over Liebaarts en Leliaarts'']</ref>
 
Diwezhatoc’h, er {{XIVvet kantved}}, e voe graet anv eus ''Klauwaarts'' kentoc’h eget ''Liebaarts''. Ar ger-se a rae dave da skilfoù (''klaw'') al loen. Ha gant an ardamezourien e voe lakaet al loened-se da leoned, kentoc’h eget da louparded.
 
==Livioù an teod hag ar skilfoù==