Brezhoneg Kerne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
File:Breton dialectes.svg
D esaouenn using AWB
Linenn 3:
== Pouez-mouezh ==
Pouezmouezhiet e vez war an eil silabenn diwezhañ, evel e [[brezhoneg Leon]], hogen kreñvoc'h eo an taol-mouezh.Abalamour da se e vez neutralizet ar vogalennoù dibouezmouezh: dont a reont da vezañ "chwa" pe mont a reont da get zoken. <br />
Da skouer e vez distaget /ba:r/ evit "[[bara]]", /ne:/ evit "nevez". <br />
Ar gerioù implijet alies, evel "anezhañ", "anezhi", a vez distaget en ur silabenn nemetken.
 
Linenn 17:
* Ne vez klevet ar rannig ''a'' nemet evel raganv-stag (war-bouez ar c'hemmadur a zeu diwarni).
 
* Ne vez klevet ar rannig ''ne'' nemet ral a wezh. Kavet e vez avat e frazennoù-nac'h en trede gour ur "rener-nac'h" '''''anezhañ, anezhi, anezhe''''', distaget /nõ/, /nèj/, /nε/. Klevet e vo da skouer, e-lec'h « ''Ne glevont ket mat'' », « ''(Ne) glev ket mat anezhe'' » /glèf ke ma: nε/.
 
* Ne vez ket klevet ar rannig ''e'' kennebeut. En islavarennoù-diskuliañ ez eus deuet war-wel ur stagell all, '''''lar''''' (pe '''''la''''').
Linenn 38:
== Distagadur ar c'hensonennoù ==
 
* Koulz hag e Bro-Dreger hag e Bro-Gwened, ne vez ket distaget e brezhoneg Kerne ar /z/ a zeu diwar /ð/ ("dd" e kembraeg). Da skouer e vez distaget ar ger ''ezhomm'' '''/e:m/''' pe c'hoazh '''/i:m/''', hag ar verb ''anavezout'' '''/ã'nowt/'''.
* Er c'hontrol e vez distaget ar /z/ a zeu diwar ur /s/ e latin (''azen'' diwar « asinus ») pe e predeneg (''izel''). (Ezreolderioù a zo : ''neuze'' a vez distaget a-wezhioù /'nœhe/, ''an dra-se'' /'ndrahe/).
* Distaget e vez ar skrivad '''''c'h''''' en doareoù-mañ :
** /h/ dre vras (evel el lodenn vrasañ eus Breizh-Izel).
Linenn 52:
== Geriaoueg ==
* E brezhoneg Kerne e vez klevet dreist-holl '''''morse''''' ha '''''james''''' evit lavarout "gwezh ebet".
* Distaget e vez ''marteze'' evel-henn : '''''matrese''''' / '''''matre'e''''' / '''''mantr'eñ''''' / '''''matros''''' / '''''matrèhe'''''...
* E-lec'h ''Pegoulz'', e vez lavaret alies '''''pedavare''''' / '''''pezavare''''' / '''''pevare''''' / '''''peur'''''.
* Implijet e vez stank ar raganv-goulenn '''''Peseurt mod''''' (distaget /''pessa mod''/) e-lec'h ''penaos'' ; anavezet, hogen raloc'h, eo ''pegiz'' ivez.
*E kornioù zo e vez implijet ''a-benn'' e-lec'h ''evit''.
*E kornioù zo e vez implijet ''evit'' e-lec'h ''eget'', da skouer : "kreñvoc'h eo evidon".