Maria Iañ Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: r [ → r [ (11) using AWB
D esaouenn using AWB
 
Linenn 1:
[[Skeudenn:Jcarvalho-dmariaI-mhn.jpg| thumb| Maria Iañ Portugal]]
'''Maria Iañ Portugal''' (''Maria Francisca Isabel Josefa Antónia Gertrudes Rita Joana de Bragança''), ganet e [[Lisboa]] d’ar [[17 a viz Kerzu]] [[1734]] ha marvet e [[Rio de Janeiro]] d’an [[20 a viz Meurzh]] [[1816]] a voe rouanez [[Portugal]] adalek [[1777]] betek [[1816]], war-lerc’h he zad [[José Iañ]]. Lesanvet e oa ''A Piedosa'' pe ''A Pia'' (''an Deolez''), ken troet e oa gant ar relijion. E [[Brazil]] e voe graet ''Dona Maria, a Louca'' ( ''ar Follez'') anezhi.
 
Dimezet e oa d'ar roue [[Pedro III Portugal]] a varvas en 1786. Daou vloaz goude e varvas daou vugel dezhi, ha dreist-holl he mab henañ, goude ma he devoa nac’het e bikañ ouzh ar [[Brec'h (kleñved)|vrec’h]] abalamour d’he c’hredennoù relijiel.
Linenn 7:
E 1786 e voe taolet evezh e oa he spered o vont da stoupa, pa voe ranket he c'has d'ar gêr e-kreiz ur barrad alfo. Goude ne reas nemet gwashaat. E Mae 1786 e varvas he fried [[Pedro III]]. Glac'haret e voe Maria, ma lakaas berz war an dudiamantoù el lez.
 
Adalek 1791 e oa aet he spered diganti da vat hag e veze kaset ar politikerezh en-dro gant he mab João. En 1792 eo e voe disklêriet e oa kollet he spered gant Maria Iañ, e-pad un abadenn ofisiel e [[Salvaterra]]. Sorc'hennet e oa gant poanioù he zad en ifern, abalamour m'en devoa aotreet [[Sebastião José de Carvalho e Melo|Pombal]] da heskinañ ar [[Kompagnunezh Jezuz|Jezuited]], a wele evel "um monte de carvão calcinado".
 
D'ober war he zro e teuas eus Londrez an Doktor Willis, medisin ha [[bredvezeg]] ar roue saoz [[George III]], a oa troet foll e [[1788]], met tro-wenn a reas gant e louzoù-spurj ( "remédios evacuantes"). Fellout a reas da Willis kas anezhi gantañ da vro-Saoz, met nac'h a reas lez Portugal.