Piero di Lorenzo de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: ] [ → ] [ (5) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[Skeudenn:Agnolo Bronzino - Piero il Fatuo.jpg|thumb|right|''Piero di Lorenzo de' Medici'' poltredet gant [[Agnolo Bronzino]]]]
 
'''Piero di Lorenzo de' Medici''' ( [[Firenze]] [[1472]]– [[1503]] [[Garigliano]]), lesanvet '''Piero il Fatuo''', a oa mab henañ [[Lorenzo il Magnifico]] ha [[Clarice Orsini]]. Ren a reas e Firenze war-lerc'h e dad, eus 1492 da 1494.
 
==E vuhez==
E dad a oa o ren e Firenze. E vreur yaouank [[Giovanni de' Medici]] a voe pab, anvet [[Leon X]]. Savet e voe en sell da gemer lec'h e dad evel rener meur kêr Firenze. Evel e dad e timezas en tiegezh roman [[Orsini]], d'e geniterv [[Alfonsina Orsini|Alfonsina]].
Brudet e oa da vezañ rok ha disuj, ne oa ket gwall garet gant an dud.
 
Linenn 11:
Mestr Firenze e oa goude marv e dad en [[1492]]. Da gentañ e voe sioul an traoù abalamour d'ar c'hempouez savet gant poan tad Piero. Daou vloaz goude avat, en [[1494]], treuzet gantañ an Alpoù, e tegouezhas ar roue gall [[Charlez VIII]] gant e armeoù da vont da aloubiñ [[rouantelezh Naplez]], pa gave dezhañ e oa dleet [[kurunenn]] ar vro-hont dezhañ. Iset e oa bet ar roue d'ar brezel gant [[Ludovico il Moro]], a glaske bout [[dug Milano]] e-lec'h e niz [[Gian Galeazzo Sforza]], hag a c'hoantae lakaat ar roue gall d'ober brezel da dad-kaer Gian Galeazzo.<br />
 
Goude tremen dre Milano ez eas ar C'hallaoued hag o roue war-du Naplez, ma rankjont treuziñ [[Toskana]], goude leuskel bagadoù soudarded en [[Lombardia]], dezho da zerc'hel digor an hent dezhañ. Neptu e klaskas Piero chom, met ne blije ket kement-se d'ar roue gall a aloubas Toskana. Neuze e klaskas enebiñ, met ne gavas ket kalz a skoazell e Firenze, a dindan levezon [[Girolamo Savonarola]], ur manac'h prezeger eus kouent dominikan [[kouent San Marco|San Marco]]. Dilezet e voe zoken gant e gendirvi [[Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici|Lorenzo]] ha [[Giovanni il Popolano|Giovanni]], a gave e oant bet laeret, hag ac'h eas gant kostezenn ar Republikaned ha hini ar C'hallaoued.
 
== Harlu ==