Ippolito de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: v [ → v [ (3) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[File:Tizian 065.jpg|thumb|Ar c'hardinal [[Ippolito de' Medici]] (1511-1535), gant [[Tizian]].]]
 
'''Ippolito de' Medici''' (1511 – 1535), ganet en [[Urbino]], a oa ur c'hardinal eus an [[tiegezh Medici]] e [[Firenze]] ar XVIvet kantved.
 
==E vuhez==
Mab bastard e oa da [[Giuliano di Lorenzo de' Medici]] (1479-1516) ha Pacifica Brandano. Mervel a reas an tad pa oa 5 bloaz ar paotrig. Savet e voe neuze gant tud a iliz: da gentañ gant e eontr kardinal [[Giovanni di Lorenzo de' Medici]], a eas da [[Leon X|bab]], hag e genderv [[Giulio di Giuliano de' Medici]] a eas da bab ivez diwezhatoc'h.
 
E 1524 e voe kaset da c'houarn [[Firenze]] evit Giulio, pan eas e eontr da bab da Roma, anvet [[Klemañs VII]] neuze, war un dro gant e genderv [[Alessandro de' Medici (dug Firenze) | Alessandro de' Medici]] (1510-1537), a vage [[kasoni]] bras outañ, ha dindan evezh ar c'hardinal [[Silvio Passerini]]. Eno e chomas betek 1527, pa voe harluet an daou genderv gant [[Republik Firenze]].
 
Adalek seziz Firenze (1529–1530) koulskoude e voe graet bravoc'h gant ar pab da Alessandro, a vije bet ur mab bastard dezhañ: lakaet e voe da zug, ha pellaet Ippolito eus Firenze.
Linenn 25:
E 1534 e kemeras perzh er [[sened]] kardinaled a anvas ar pab [[Paol III]].
 
E 1535 e voe kaset evel kannad [[Firenze]] davet an [[impalaer santel]] [[Karl V]] da ziskuliañ torfedoù e genderv [[Alessandro de' Medici]].
 
==Bugale==
Krediñ a reer e voe [[serc'heg]] da [[Giulia Gonzaga]], kontez Fondi, ha hi e vije mamm e vab bastard [[Asdrubale de' Medici]] a varvas e [[Malta]], e 1565.
 
 
Linenn 40:
 
==E varv==
Mervel a reas gant ar [[malaria]] e 1535 en [[Itri]], e kreisteiz [[Lazio]], neuze e [[rouantelezh Naplez]]: ne oa nemet 24 bloaz.
 
Lavaret e voe e oa bet kontammet gant Alesant abalamour ma tamalle e vuhez fall dezhañ. Beziet e voe en iliz San Lorenzo in Damaso e Roma.