Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: ] e → ] e (11) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 2:
[[File:Bertoldo di giovanni, medaglia della congiura dei pazzi, 1478.JPG|thumb|250px|[[Bertoldo di Giovanni]], medalenn da lidañ trec'h [[Lorenzo il Magnifico]] en irienn ar re Pazzi]]
 
'''Irienn ar Re Pazzi''' ( ''Congiura dei Pazzi'' en italianeg) zo un [[irienn]] steuet e [[Firenze]], en 1478, gant an Tiegezh Pazzi evit lazhañ an daou vreur [[Medici]], mibien arc'hantourien vras, a oa e penn ar geoded neuze, ha tennañ ar galloud digant an tiegezh Medici da-vat. Ur breur hepken a voe lazhet, [[Giuliano di Piero de' Medici]], gloazet e voe egile, [[Lorenzo il Magnifico|Lorenzo]], met chom a reas e buhez, harzet e voe an drouglazherien, ha krouget lod anezho.
 
== Istor ==
Linenn 9:
 
E-kreiz buhez politikel Firenze edo an tiegezh Medici, ha meur a irienn en devoa bet da ziarbenn : [[Cosimo de' Medici]] a oa bet harluet daou vloaz dre abegoù politikel; e vab [[Piero il Gottoso]] en em dennas dre vurzhud eus un arsailhadenn aozet gant [[Luca Pitti]] p'edo war e hent da'r [[villa di Careggi]]; ar pab Medici [[Leon X]] a dlee bezañ lazhet gant e vedisin, dindan levezon un dornad [[kardinal]]ed enebourien, ha [[Cosimo Iañ de' Medici]] a vo darbet dezhañ dastum plomm en e lêr o tremen dirak ar [[Palazzo Pucci]]. <br />
Irienn ar Re Pazzi koulskoude eo an hini nemeti a deuas a-benn da lazhañ ur Medici, heuliadoù padus a voe, ha chom a reas an deiz-se en eñvor tud Firenze. <br />
 
Abaoe marv [[Piero il Gottoso]], e [[1469]], e oa dalc'het kêr gant e vibien Lorenzo a oa neuze 20 vloaz, ha Giuliano, a oa 17. Lorenzo a heulie a dost buhez politikel kêr gant an hevelep doareoù hag e dad-kozh [[Cosimo il Vecchio]], da lavarout eo hep sammañ kargoù e-unan met o ren war a c'hargoù a veze roet da dud a fiziañs.
=== Enebourien d’an tiegezh Medici ===
Linenn 30:
[[Girolamo Riario]], niz ar pab eta, an hini a voe lakaet da c'houarnour en Imola, ha [[Francesco Salviati (arc'heskob)|Francesco Salviati]] da [[arc'heskob Pisa]], ur gêr a oa bet kevezerez da Firenze, hag a oa neuze e dalc'h Firenze.
 
Lorenzo a nac'has ouzh Salviati ar gwir da vont e-barzh kêr [[Pisa]], dre ma ne oa ket evit leuskel un enebour eveltañ da gaout ur garg ken uhel en e vro.
 
Salviati ha Francesco de' Pazzi a aozas ur steuenn da zrouklazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici. Riario avat a chomas e Roma.
Linenn 39:
 
=== An irienn ===
Unan eus ar c'hoshañ ha brudetañ dezrevell eus an darvoudoù a voe skrivet e [[latin]] gant [[Angelo Poliziano]] a oa bet test eus an darvoudoù.
Nevez zo ivez ez eus bet kavet lizhiri a broufe e oa bet kemeret perzh gant [[Federico da Montefeltro]], [[Dug Urbino]], en irienn.
 
==== An darvoudoù ====
Salviati ha Francisco de Pazzi a felle dezho lazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici, an daou vreur a zalc'he ar Republik, ha dibennañ galloud an tiegezh Medici. Riario a oa chomet en Roma. Ar pab en devoa lavaret, hervez testoù: "Ma asant a roan, gant na vo lazhet den".
 
======Sadorn 25 a viz Ebrel 1478======
Linenn 53:
 
======Sul 26 a viz Ebrel 1478 ======
En deiz war-lerc'h, Sul Fask, [[26 a viz Ebrel]], edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h: [[Stefano da Bagnone]] hag ar vikel abostolel [[Antonio Maffei da Volterra]]. Bepred e oa dihet Giuliano. [[Bernardo Bandini]] (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha [[Francesco de' Pazzi]] a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar [[Palazzo Medici]] ha [[Santa Maria del Fiore]], e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur [[garad|c'harad]], a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se, ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e [[kontell|gontell]]-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.
 
E-kreiz an [[oferenn-bred]], da vare ar [[Gorreoù]], pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo evel an holl, e lammas warne [[Francesco de Pazzi]] hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a voe roet da Giuliano, a gollas e wad hag a varvas. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu, gant e gamarad [[Angelo Poliziano]] ha daou floc'h, Andrea ha Lorenzo Cavalcanti, er sakristiri.
Linenn 73:
 
==Lennegezh==
* '''La congiura de' Pazzi''', trajedienn gant [[Vittorio Alfieri]], skriver etre 1777 ha 1783.
 
== Lennadurezh ==
* [[Gino Capponi]], ''Storia della Repubblica di Firenze.'' Barbera, [[Firenze]], 1875.
* Tobias Daniels: La congiura dei Pazzi nell'informazione e nella cronistica tedesca coeva, in: Archivio Storico Italiano 627 - Disp. I (2011), S. 23-76
* Lauro Martines, '' Le sang d'avril - Florence et le complot contre les Médicis'', skidarnod - Albin Michel - ''Histoire'' - Paris - 2006
 
== Notennoù ==