Brezel ar Meurvor Habask (1879-1883) : diforc'h etre ar stummoù

D
esaouenn using AWB
D (→‎Notennoù: typo, replaced: [[rummad: → [[Rummad: using AWB)
D (esaouenn using AWB)
 
[[Image:Wotp.en.svg|300px|thumb|Kartenn a ziskouez ar cheñchamantoù harzoù goude ar brezel]]
 
'''Brezel ar Meurvor Habask''' (e spagnoleg '''La Guerra del Pacífico''', pe '''La Guerra del Guano y Salitre''') zo ur brezel a darzhas e kornôg [[Suamerika]] e [[1879]] hag a badas betek [[1883]]. Brezel a voe etre [[Chile]] hag armeoù [[Bolivia]] ha [[Perou]]. Daoust da gevredadenn an teir bro er [[brezel an inizi Chincha |brezel a-enep Bro-Spagn]] e savas buan [[tabut]] diwar-benn ar proviñsoù ma oa puilh ar c'hailh enno e Peroù ([[rannvro Tarapacá]], Tacna, hag Arica), hag e Bolivia ([[proviñs Antofagasta]]). An embregerezhioù chilean, korvoet gante gweleadoù ar c'hornadoù-se, a oa gourdrouzet o mad pa oa broadelet holl vengleuzioù nitrat Tarapaca gant Bro-Berou, ha pa savas Bolivia un tell 10 % war nitrat Antofagasta hag ar gompagnunezh hent-houarn. Atizet e voe ar brezel gant un tabut etre Chile ha Bolivia diwar-benn ul lodenn eus [[gouelec'h Atacama]].
 
==Deroù==
Ergerzhadenn an arme chilean war an douar a echuas e 1881, gant kemeredigezh [[Lima]] gant Chile. Dont a reas neuze ar brezel da vezañ ur [[gouvrezel|guerrilla]] renet gant dilerc'hioù arme Peroù ha siviled. Berzh a-walc'h a reas ''stourmadenn ar Breña'' da herzel ouzh Chile met ne cheñchas ket disoc'h ar brezel. Goude faezhidigezh Perou en [[emgann Huamachuco]] e sinas Chile ha Perou [[skrid-emglev Ancón]] d'an [[20 a viz Here]] 1883. Bolivia a sinas un dreverzh gant Chile e 1884.
 
Chile a c'hounezas tammoù eus Perou ([[Departamant Tarapacá (Perou)|Tarapacá]]), arvor Bolivia (ar pezh a bellae Bolivia diouzh ar mor), hag e talc'has e-pad ur prantad proviñsoù [[proviñs Tacna|Tacna]] hag [[proviñs Arica (Perou)|Arica]]. E 1904 e sinas Chile ha Bolivia un "[[emglev peoc'h ha mignoniezh (1904)|emglev peoc'h ha mignoniezh]]" a ziazeze o harzoù da viken. Gwashaat a reas an darempredoù etre Chile ha Perou pa ne voe ket dalc'het [[mouezhiadeg-pobl]] 1893 da zivizout tonkad proviñsoù Arica ha Tacna. Da c'houde un trevadennadur eus an takadoù-se hag ur chileanekadur feuls e oa torret an darempredoù etre an div vro e 1911. [[Treuzvarc'had Tacna–Arica]] e 1929 a roas Arica da Chile ha Tacna da Berou, met ne lakas ket an digarantez da baouez etreze. Seul wech ma sav kudennoù nevez etre an div vro e vez kaoz adarre eus ar brezel-se.