Tepot Iañ Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: e [ → e [ (13) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Thibault IV Comte de Champagne.jpg|thumb|Tepot Iañ Navarra]]
'''Tepot IV Champagn''', pe '''Tepot Iañ Navarra''', pe '''Teobaldo''' e spagnoleg, lesanvet ''ar C'hanaouenner'' pe ''el Trobador'', ganet e 1201 e [[Troyes]], marvet e 1253 e [[Pamplona]] , a oa [[kont Champagn]] adal 1201 ha [[roue Navarra]] adal 1234. Brudet eo ivez evel ''trouvère'' (e galleg; trobador e spagnoleg) ha kroazour. Ar c'hentañ gall da vont da roue Navarra e oa ivez.
 
==E vuhez==
Mab e oa da [[Tepot III]], [[kont Champagn]], ha da [[Blanca Navarra (1177-1229)]]. E dad a varvas er bloavezh ma voe ganet Tepot e 1201. E vamm a voe anvet da rejantez, hag a chomas e penn ar gontelezh betek 1222, betek 21 bloaz Tepot, ha bec'h he doe gant kendirvi an tiegezh Brienne a c'houlenne ar gurunenn evito, ma rankas brezeliñ outo eus 1216 da 1221. [[Filhor]] e oa d'ar roue gall [[Fulup II an Aogust]] (1165-1223), ha savet e voe en e lez, dindan evezh [[Blanca Kastilha]], pried yaouank ar priñs pennhêr Loeiz, a zeuas da vout ar roue [[Loeiz VIII]].
 
Brezeliñ a rankas ouzh ur c'henderv a felle dezhañ bout kont en e lec'h,
Linenn 22:
** [[Enrique Iañ Navarra]], dimezet da [[Blanca Artez]] en 1269
 
Ur serc'h en doa, Marquesa López de Rada, merc'h da Lope Díaz de Rada ha da Brunisen de Narbona, hag ur verc'h o doe, [[Marquesa Gil de Rada]], a zimezas da [[Pedro Fernández de Hijar]], bastard da [[Jaime Iañ Aragon]].
 
Tad e oa ivez da Inés de Navarra, a zimezas da [[Álvar Pérez de Azagra]], [[Señorío de Albarracín|aotrou Albarracín]]. En Meurzh 1238, Pedro Fernández de Azagra, [[Señorío de Albarracín|aotrou Albarracín]], hag ar roue Teobaldo a reas emglev : dimezet e voe Álvaro, mab d'an aotrou, da Inés, merc'h d'ar roue, ma roas Pedro kêrioù [[Chelva]] hag [[Albarracín]] d'e vab. Lidet e voe an emglev en [[Tudela]] ha meneget eo er c'h- ''Cartulario real'', tomo III, eus an Archivo General de Navarra. Beziet int o-daou er [[Monasterio de Piedra]]. Ur verc'h dezho, Teresa Álvarez de Azagra, heredera del señorío de Albarracín, Sánchez de Mora a zimezas da [[Juan Núñez Iañ de Lara]], hag unan all, Elfa Álvarez de Azagra, da [[Jaime Iañ de Jérica]].