Marc'harid Aostria (1480-1530) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: a a → a a (21) using AWB
D esaouenn using AWB
Linenn 9:
 
[[Image:Biens Marguerite Autriche.png|left|thumb|200px| Madoù Marc'harid Aostria entre feureglevioù Arras (1482) ha Strasbourg (1505)]]
En [[1483]], pa ne oa Marc'harid Bougogn nemet 3 bloaz, e voe kaset da [[Amboise]] da vezañ savet evel [[Merc'h Bro-C'hall]] gant Madame de Segré, dindan urzhioù [[Anne de France]], itron Beaujeu, merc'h da Loeiz XI ha rejantez ar rouantelezh. Savet e voe ar plac'hig pell diouzh he zud, war lez al Liger, e galleg eta, hogen moumounet gant an holl. He danvez-pried a oa dek vloaz koshoc'h a oa karadek en he c'heñver ha tomm e oa-hi outañ. Met en 1491, dre abegoù politikel, e voe kaset kuit gant [[Charlez VIII]] a zimezas da [[Anna Breizh]].
 
Kaset kuit e voe en 1491 (ha n'eo ket e 1489 evel a vez lavaret a-wechoù). En miz Here 1490 c'hoazh en devoa Charlez graet al le war ar Pevar Aviel da zoujañ peoc'h Frankfurt, ha hervez ar skrid anezhañ e ranke eurediñ da Varc'harid.
 
Koulskoude eo adalek 1488 e oa brud eus kas kuit Marc'harid Aostria, da lavarout eo da lezel [[Artez]] ha [[Franche-Comté]] evit kemer Breizh, petra bennak ma voe dimezet [[Anna Breizh]] e 1490 (dre hanterouriezh) da [[Masimilian|Vasimilian]], tad Marc'harid. Sur e oa neuize Marc'harid da vezañ rouanez, hag evit asuriñ anezhi a se en devoa ar roue Charlez lakaet poltrediñ anezhi gant Bourdichon, livour ofisiel al lez <ref>Dihelloù broadel Bro-C'hall, KK76 : kontoù kambr ar roue.</ref>.
 
D'ar 25 a viz Du 1491 eta, e [[Baugé]], e-kerzh un emgav gant Charlez eo e kemeras eñ ""koñje" anezhi, hogen e miz Kerzu en ofisiel, petra bennak ma c'haller lavarout ne veze ket graet dezhi evel d'ur rouanez ken adalek deroù 1491. Kuit e voe kaset d'he zad gant hec'h [[argouroù]]. Daou vloaz goude e voe sklaeraet he flanedenn gant [[feur-emglev Senlis (1493)]].
Linenn 20:
 
==Dimeziñ e Spagn==
Ha hi d'an Izelvroioù war he c'hiz ma oa gortozet gant [[Marc'harid York]], intañvez he zad-kozh, [[Charlez an Her]]. He zad Masimilian neuze a grogas da varc'hata div eured gant ar Rouaned Katolik : hini e vab Fulup gant Janed Kastilha, ha hini Marc'harid gant an infant [[Juan Aragon ha Kastilha]], pennhêr div rouantelezh, [[Rouantelezh Aragon]] ha [[Rouantelezh Kastilha]].<br />
 
E 1496 setu hi war an hent da Spagn eta. Bamet e voe Juan, a-hervez gant koantiz e zanvez pried. Hogen klañv e oa gant an droug-skevent ha mervel a reas c'hwec'h miz goude an eured, d'ar 4 a viz Here 1497.